Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Anv c'hwec'hvet miz ar bloaz, ennañ tregont deiz. & Trl. kv. Ruz evel ur gerezenn da Vezheven : ruz-tre. 2. (goude ar ger miz) Ar miz-se. D'an 10 a viz Mezheven. E miz Mezheven. EVEZH. Ne lakaer ger-mell ebet dirak Mezheven, na kennebeut dirak miz Mezheven prl.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

Mezheven

1499
Daveenn : LVBCA p145 (iuing)

Mezheven

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Iuin

Mezheven

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Mezeven

miz Mezheven

1850
Daveenn : GON.II pg éven (juin, le sixième mois de l'année. On dit aussi "mézéven", "miz mézéven"), mézéven

miz mezheven

1850
Daveenn : GON.II pg mézéven

Mezheven

1850
Daveenn : GON.II pg éven (juin, le sixième mois de l'année. On dit aussi "mézéven", "miz mézéven". En Vannes, "méc'héouen"), pg méc'héouen (voyez "mézéven"), pg mézéven (juin, le sixième mois de l'année. en Vannes, méc'héouen).

Even

1850
Daveenn : GON.II pg éven (juin, le sixième mois de l'année), gouéré, gouhéré

Mezheven

1850
Daveenn : GON.II pg éven (juin, le sixième mois de l'année. On dit aussi "mézéven", "miz mézéven"), méc'héouen, mézévelluz, mézéven (juin, le sixième mois de l'année).

Gant ar Gelted, an hañv, kemeret ez strizh, a oa anezhañ tri miz, Mae, Mezheven, Gouere. Kemeret ez ledan, e staged outañ tri miz all : Eost, Gwengolo, Here.

1923
Daveenn : SKET p.23

Un heol Mezheven a lugerne en oabl, ha ne voe ket pell ar gerzherien evit c'hweziñ, Yann ha Pêr a zalc'he tost an eil d'egile, hep soursial nemeur ouzh ar soudarded all. Goude un eurvezh vale, ez oant o-daou digevret-krenn diouto.

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

Da viz Mezheven 1900, e kinnigas Lajat ur "permis" hent-houarn din hag unan all da [Z]orig ar Gall, da vont gantañ da welout Diskouezadeg Veur Pariz.

1944
Daveenn : EURW.1 p.154

D'ar 7 a Vezheven, da seizh eur eus ar beure, hor pozas an tren e gar Montparnasse.

1944
Daveenn : EURW.1 p.154

Notennoù studi

S.o. ar fichenn "Even" ivez.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial