Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Ezel eus ur gouarnamant. Kuzul europat ministred an Diabarzh. 2. (er Riez c'hall) Den-a-stad karget eus ur stroll gwazadurioù foran (atebek eo war e velestradur dirak ar Parlamant ; dileuriad ar Stad eo evit kement a denn d'e wazadurioù ; urzhiañ a ra dispignoù ar re-mañ diwezhañ). Ministr an Diabarzh. Ministr an Deskadurezh. & Kentañ Ministr : den anvet gant ar Prezidant, evit aozañ ar gouarnamant ha ren e bolitikerezh. & Kuzul ar Vinistred : bodad sizhuniek holl vinistred ar gouarnamant dindan renerezh ar Prezidant. HS. maodiern. 3. Den a Iliz. Ministred ar relijion : ar veleien. & Ent strizh Beleg protestant. HS. pastor. 4. Dre skeud. Ministr Satan, ministr an diaoul : dileuriad, mevel an diaoul. 5. Diw. c'hoap, luc'h. Azen.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

ministr

1499
Daveenn : LVBCA p145 (ministre)

dibriñ un drailhennig vara, hag evañ un tasad gwin, benniget gant ur ministr hugunot, e memor da hon Salver

1732
Daveenn : GReg pg (faire la) cène (Calviniste)

asamble ar Vinistred, hag ar re añsien eus an hugunoded

1732
Daveenn : GReg pg consistoire (de Calviniste)

-« Ul lizher-kelc’h, emezon-me, a-berzh ar ministr Traoù an Diabarzh, a zifenn ouzh ar veleien implijañ ar brezhoneg en o sarmonioù hag er c’hatekizoù. Daoust ha gouzañv a raimp hevelep dismegañs ? » -« Nann, nann, » a youc’has ar bobl en ur vouezh. « Hag ali oc’h holl da sevel hor mouezh, ha da nac’h sentidigezh ? » - « Ya, ya » a huchas ar bobl.

1944
Daveenn : EURW.1 p.207

Kevredigezh Celtia a gasas ul lizher digor da c'hournamant Frañs, e miz gwengolo 1902, evit sevel he mouez a-enep kelc'hlizher an aotrou Combes, ministr an Diabarzh, a zifenne ouzh ar velein prezeg brezhoneg hag ouzh ar vistri-skol gouzañv an disterañ ger brezhoneg.

1944
Daveenn : EURW.1 p.187

Herri Haag, eus Sant-Brieg a zeuas da vezañ eiler ministr ar verdeadurezh[.]

1944
Daveenn : EURW.1 p.198

Unan eus reolennoù ar gouent a gemenne e vije fiziet er yaouankizoù-se, a oa da vezañ ministred an Aotrou Doue, da lavarout eo ar vegenn eus ar Gristenienn, pep a sizhuniad labourioù izel, da voazañ o c'halonoù ouzh ar sentidigezh hag an izelegezh.

1949
Daveenn : SIZH p.41

Dic'hoarzh-meurbet, e kendalc'has, goude-se, an Tad-Mestr gant e brezegennig diwar-benn al lorc'h, pec'hed ar spered, pec'hed Ministred Doue, an hini nemetañ ne vo pardon ebet dezhañ...

1949
Daveenn : SIZH p.61

Hag an teodoù fall da lavarout zoken e teu e-unan Ministr ar Post war al listri a ra un ehan e Monrovia evit gwerzhañ timbroù d'ar veajourien, evit klask leuniañ un tammig en doare-se yalc'h difoñs ar Gouarnamant.

1985
Daveenn : DGBD p17

Gallout a reont stourm er parkadoù OGK, da geñver ur skarzhadeg tud dibaper, en ur stourm sokial e-barzh un embregerezh, sikour stankañ un [ur] chanter, mont da vastariñ panelloù bruderezh, aloubiñ ul lec'h saotrus, un emvod aksionerien pe vinistred zoken.

2015
Daveenn : DISENT p17

Un toull-trap a-fed [a-fet] preder eo ar feulster kenfeurel : a-drugarez dezhañ e vefe tu da lazhañ un den a zo bet ministr, evel Hubert Védrine, peogwir ez eo kablus da vezañ kemeret perzh er gouennlazhadeg [ouennlazhadeg] e Rwanda.

2015
Daveenn : DISENT p67

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial