Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. G. 1. Difenner an urzh kevredigezhel, ar mennozhioù hag an ensavadurioù a denn d'an amzer dremenet. Mirourien Breizh-Veur. 2. Kargad zo e gefridi ober war-dro un dastumad bnk. Mirour al levraoueg. II. Doar./Stn. 1. (db. ar strolladoù politikel, an araezioù kelaouiñ, h.a.) Zo e bal embann, skignañ mennozhioù a-du gant difenn an urzh kevredigezhel, zo e bal difenn ar mennozhioù hag an ensavadurioù a denn d'an amzer dremenet. Ar strollad mirour saoz. 2. (db. an dud) A sav a-du gant difenn an urzh kevredigezhel, ar mennozhioù hag an ensavadurioù a denn d'an amzer dremenet. Ur strollad mirour. ES. araokour.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Mirourien ez oant da henganennoù ha da zanevelloù uhelbriz diwar-benn derou ha brud an Andekamuliaked.

1923
Daveenn : SKET p.21

mirour

1931
Daveenn : VALL pg art

Ra bardonoc'h d'ar Gannaded, / Enebourien hon abaded / Hag hon eskeb, tadoù ar Feiz, / Mirourien fur ar Gredenn Reizh.

1960
Daveenn : PETO p17

Alies int tud tost d'an denelouriezh kentoc'h eget mirourien.

2015
Daveenn : DISENT p117

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial