1. Gwechad kas ub. d'ul lec'h bnk., a-benn seveniñ ur gefridi.
Mision ar Spered Santel deiz ar Pantekost.
2. Relij.
Hollad prezegennoù ha lidoù aozet gant tud a iliz evit broudañ ar feiz kristen e-touez ar bobl.
Un emglev beleien hag a roe misionoù er parrezioù. An Tad Maner a reas e 1645 misionoù en eizh parrez.
3. (gant ur bennlizherenn-dal prl.)
Strollad relijiuzed dezho ur gefridi relijiel.
Ar Mision breizhek e Pariz.
&
Ent strizh.
Kevredigezh relijiusted karget da ledañ o relijion.
&
Dre ast.
Annez ar seurt kevredigezhioù.
Sammet en doa anezhañ war e gein hag e zezouget d'ar mision.
Eus ar Blaenau, ez ejomp da Llanroust [Llanrwst], da zemata an Tad Trebaol, a oa ur mision katolik gantañ eno, hag a anzavas ouzhimp en doa nebeut-tre a ziskibien.
Eus ar Blaenau, ez ejomp da Llanroust, da zemata an Tad Trebaol, a oa eur mision katolik gantañ eno, hag a añzavas ouzimp en doa nebeut-tre a ziskibien.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.174
War an tu dehou e c'heller gwelout un tour : mision Santez Anna ar Fernan Vaz.