I.
B./G.
1. Doare, tu.
En em servijit eus ar memes moaienoù. Ar voaien da zont a-benn eus un dra. Ar voaien da zisallañ an dour mor. N'eus ket a voaien efedusoc'h. Ar gwellañ moaien evit terriñ ar sec'hed eo se. Klask ar moaien da vuzuliañ se.
HS. feson, mod.
2. Arc'hant, peadra da vevañ.
Moaien en deus. Me zo ur paourkaezh, ne'm eus ket a voaien.
HS. aez (II.).
3. Hanterouriezh.
Gant o moaien.
DHS. sikour.
II.
(Impl. hep gm.)
A.
1. Bezañ moaien d'ober udb. : bezañ tu d'e ober.
N'eus ket moaien da gaout ken. Eno e oa moaien da c'hoari.
&
Na vezañ moaien, a voaien (da ober udb.) : na vezañ tu d'e ober.
Ned eus ket mui moaien da zistanañ an derzhienn. Hiziv n'eus ket a voaien da dostaat.
&
Ent krenn
N'eus ket moaien, a voaien.
2. Bezañ moaien da ub. da ober udb. : gallout e ober.
Se zo moaien din d'ober. Moaien zo din da dremen heptañ.
B. Dispred.
Ober moaien d'ober udb. : kavout an tu d'e ober.
Ret eo ober moaien da sikour pobl ar bed.
III.
Tr. adv.
Dre voaien : war-bouez.
Ur jardin sklêrijennet dre voaien ur gouloù. Dre voaien un tredeeg e voe diskoulmet an traoù.
M. Pe dre moienoù etre ar re all 'rekeromp-ni gras Doue ? D. Dre ur c'hustum hag un uzaj mat, hag o resev dignamant sakramantoù an Iliz.
M. Pe dre moyenaou entre an re all requeromp-ny gracc Doue? D. Dre vn custum hac vn vsaig mat, hac oz receu dignamant Sacramantoù'n Ilis.
1622
Daveenn :
Do.
p38
M. Petra a ententit-hu dre esperañs ? D. Ar vuhez eternel, pehini entre ar moaienoù all a akuizitomp dre orezon.
M. Petra à ententit hu dre esperancc? D. An buhez æternell, peheny entre an moienou all à aquisi/tomp dre Oreson.
1622
Daveenn :
Do.
p16
moaien
moien
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg expedient
e nep moaien
enep moaien
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg nullement
[M.] Petra a ra ennomp-ni ar sakramant a vadiziant? D. Efasiñ a ra ar pec'hed orijinel, pe gant hini ez omp ganet, hag eñ hor gra Kristenien ha bugale da Zoue, dre voaien ar c'hras pehini a gonfer deomp.
[M.] Petra à ra ennomp-ny ar Sacramant à Vadiziant? D. Effaçi à ra ar pec'het originel, pe gant hiny ezomp ganet, hag ên hor gra Christenien ha bugalé da Zoué, dre voyen ar c'hraç pehini à gonfer deomp.
1677
Daveenn :
Do.
p41
M. Pe dre moaienoù e akuizitomp-ni gras Doue ? D. Dre an uzaj mat ha resepsion din eus a sakramañchoù an Iliz.
M. Pe dre moyennou é acquisitomp-ny graç Doué? D. Dre an usaig mat ha reception din eus à sacramanchou an Ilis.
1677
Daveenn :
Do.
p39
M. Petra a c'hortozit-hu dre'n Esperañs ? D. Ar vuhez eternel, pehini etre ar moaienoù all a akuizitomp dre an orezon.
M. Petra c'hortoet-hu dr'an Esperanç? D. Ar vuhez eternel, pehini etre ar moyennou all à acquisitomp dre an Oræson.
Aotrou 'n Alvokad, ha ne vez ket moaien da gaout un tammig rigol ?
autrou'n-alvocad, ha ne véz qet moyen da gahout un tammig rigol ?
1732
Daveenn :
GReg
pg (Monsieur l'Avocat, donnez moi un) biais (un moyen pour appeler de cette sentence juste prononcée contre moi)
moaien,moaienoù
moyenn, moyennou
1732
Daveenn :
GReg
pg expedient (moïen, voïe)
klask ur voien evit
clasq ur voyen evit
1732
Daveenn :
GReg
pg chercher (un expedient, pour)
Hon pec'hejoù o deus krusifiet hon Salver, staget, tachet hon Salver, ouzh ar groaz, dre voaien ar Yuzevien, dre zaouarn ar Yuzevien.
Hon Pec'hegeou o deus Crucifyet hon Salver, staguet, taichet hon Salver, ouc'h ar groaz, dre voyen ar yuzévien, dre zaoüarn ar Juzévyen.
1732
Daveenn :
GReg
pg (nos pechez ont) crucifié (le Fils de Dieu, par les mains des Juifs)
dre voien an aotrou Doue
dre voyen an autrou Doué
1732
Daveenn :
GReg
pg divinement
feson da c'houarn ur rouantelezh der voaien ar re gentañ hag an onestañ tud
faeçzoun da c'hoüarn ur roüantélez dre voyen ar re guenta hac an honestâ tud
1732
Daveenn :
GReg
pg aristocratie
moaien
móyen
1909
Daveenn :
BROU
p. 401 (richesses; c'est l'équivalent de pe-a-dra)
Dre ar stourm war-eeun ez eus moien da gaout palioù disheñvel: an dra-se a zo diouzh ar mod ma vez soñjet ar strategiezh er strollad (gwelet a-us), diouzh tuioù gwan an enebourien, e-lec'h ma'z int ar c'hizidikañ.