Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1931, 2015] Displegadenn a dalvez da zegas prouennoù, abegoù reizh d'ur savboent, d'ur mennozh, d'ur gredenn. Degaset en doa arguzennoù a-raok nac'hañ ar c'hinnig. Un arguzenn vat, doull, droch. HS. difenn (1).

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

arguzenn

1931
Daveenn : VALL pg argument

digas da arguzenn

1931
Daveenn : VALL pg arguer

Klask a ran ez kalonek ober un nebeud ensinkladoù kentraouer-startijenn din-me gant an arguzenn e c'hell en em gavout unan marv war lec'hienn henoniel Kerameikos da-heul ur gwallzarvoud pe ul lamm-kalon ha n'eo ket dre ret peogwir ez eo bet drouklazhet.

2015
Daveenn : EHPEA p32

A-walc'h hon eus desket evit derc'hel penn ouzh hon enebourien pa vo klasket gante diskar hon arguzennoù.

2015
Daveenn : DISENT p71

Arguzennoù, fedoù, chomlec'hioù ha niverennoù pellgomz, eurioù digeriñ ha serriñ, deiziataerioù a-wechoù, skrivet enne pelec'h ha pegoulz e vo gwelet penn-bras-mañ-penn-bras peotramant pegoulz en em vodo kuzul embregerezh-mañ-embregerezh pe kuzul meur an aksionerien...

2015
Daveenn : DISENT p73

Stourmet e vo en ur mod difeuls-tre, hep kasoni na fulor ; diskouezet e vo pegen poellek eo hon arguzennoù, pegen mennet ez omp, pegen mallus eo an traoù ha penaos n'eus ket tu da cheñch anezhe e mod all.

2015
Daveenn : DISENT p82

Lec'hienn Internet ar strollad, bet krouet e deroù ar c'houlzad-stourm, a zo un doare mat d'en ober, gant ma vo kinniget enni ar prouennoù hag ar menegoù a souten hoc'h arguzennoù hag ho koulennoù.

2015
Daveenn : DISENT p124

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial