Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
6
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Eus an amzer-vremañ pe eus ur mare tost a-walc'h. Al lennegezh vrezhonek vodern. An traoù modern. Live ar broioù modern. & A glot mat gant an diskoulmoù nevez a roer d'ar c'hudennoù kevredigezh kempred. Ur yezh vodern gouest da gomz eus pep tra. HS. arnevez. ES. kozh. 2. A ra diouzh emdroadur ar vuhezegezh. An tadoù-tiegezh modern. 3. (db. ar yezhoù) A denn da brantad nevesañ e istor. "Skrid-ganedigezh" ar brezhoneg modern eo "Le Sacré Collège de lesvs". Ereadurezh ar c'hembraeg modern. Emdroadur ar brezhoneg modern.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

Estreget klasoù latin-gregach e oa er Golaj ; bez' e oa ivez ur gevrenn evit an deskadurezh « modern », ne veze kelennet enni nemet war ar galleg hag ar jedoniezh.

1944
Daveenn : EURW.1 p34

Kavout a raint war Vremañ pennadoù skrivet en ur yezh yac'h, eeun ha modern war un dro.

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.6

Honnezh eo bet al lodenn eus ar Gabon an diaesañ da zigeriñ d'ar vuhez vodern.

1985
Daveenn : DGBD p187

Adkavet he doa he sederidigezh, hag a-boan ma oa tremenet ur miz e oa bet eskemmet al lojeiz modern, kempennet mistr, ouzh unan eeunoc'h, ha kroget e oa bet gant ar c'hentelioù.

2012
Daveenn : ADULT p. 221

Moarvat eo kuzhet o dremm dindan o zokarn gant un erien : skeudenn vodern un nerzh n'eo ket mui nerzh an dud...

2015
Daveenn : DISENT p94

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial