Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (el lennegezh pobl) Danevell a gont darvoudoù burzhudus, dreistordinal, faltazius. Mojenn an Ankoù. Mojenn Kêr-Iz. DHS. kontadenn, marvailh, sorbienn, sorc'henn. 2. Danevell verr e komz plaen pe e gwerzennoù zo he fal kenteliañ. Troidigezh vrezhonek mojennoù Aisôpos. 3. Taolennadur eus darvoudoù pe dudennoù gwirion gant faltazi ar pobloù ; arnodenn displegañ stad an den hag ar bed hervez an hengoun. Lakaat udb. da vojenn.

Skouerioù istorel : 
19
Kuzhat roll ar skouerioù

mojennoù

1732
Daveenn : GReg pg conte (recit plaisant, recit fabuleux), fable (chose fabuleuse)

lavaret mojennoù

1732
Daveenn : GReg pg conter (faire un conte plaisant)

mojenn

1732
Daveenn : GReg pg conte (recit plaisant, recit fabuleux), fable (chose fabuleuse)

mojenn

1850
Daveenn : GON.II pg kerc'hen, môjen

mojennoù

1850
Daveenn : GON.II pg môjen

Pebezh trid en divize roet d'ho kalon mojenn An div goulm ! Pebezh hillig d'ho spered lemm ar c'hi hag ar bleiz…

1867
Daveenn : MGK Rakskrid XII

Petra bennak m'en doa troet Mojennoù Faedr hervez kiz e barrez, ne oant ket hervez kiz an dud desket-kaer

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VII

Tammoùigoù latin ha kozh tammoù galleg ne zeuas ken gantañ d'ar gêr, nemet ul levrig skritur moull, hanter roget ha peuruzet, a lenned er penn a-raok anezhañ ar c'homzioù-mañ e latin : Paedri Fabulae, da lavaret eo : Mojennoù Faedr.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VI

"Lennerien, emezañ, e kentskrid e vojennoù, va brezhoneg-me, ned eo ket brezhoneg naetaet a bep kemmeskadurezh eo ; komz a ran evel ma ra an dud hep deskadurezh. C'hoant am bize bet da lakaat e-barzh va labour gerioù gwir vrezhoneg hepken, ha da deurel er-maez ar re c'hallek, pa oan evit kaout ur ger brezhoneg bennak gouest da zisplegañ mat ar pezh am boa em spered. Hogen ar vent hag ar rim a oa ret din sentiñ outo; ken a ris dre heg ar pezh na'm bize ket graet dre gaer. Kement-se a gavis kalet evelkent ; setu penaos ez a hor brezhoneg ker da goll ! "

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VIII

Na dudius eta e vize mojennoù an aotrou Gwezbriant, ma vize bet gantañ mui a breder ! O vezañ ker brav c'hoazh da glevet en doare ma'z int, na c'hwek e vizent da lenn ! Plijout d'an daoulagad ha d'an divskouarn e razent war un dro.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid IX

Mar tisplijas e vojennoù d'an dud studiet-mat, Yann gouer a gavas ivez da damall enno. Re verr, re grenn, re grak e oant war e veno.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VII

Ouzh ar mojennoù-mañ en doa dudi; sellet a rae alies ouzh ar re anezho en doa troet e galleg, pa oa er skol; e levrig zoken a gase gantañ d'e bark, ha pa oa dilabour, en tenne dioc'h e c'hodell, hag ez ae a-gostez d'e lenn dindan ur wezenn bennak : ken a lakeas en e benn treiñ lod anezhañ e brezhoneg.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VI

Ur vojenn diwar faltazi An Tarzek n’eo ken savidigezh Londinion gant an Ibered, nemet an hadenn anezhi a gaver e Philippon, les Ibères, pp. 70-1.

1923
Daveenn : SKET p.129

"mojenn" gg.

1923
Daveenn : SKET p.186, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "fable, légende".

taolenn diwar vojenn

1923
Daveenn : SKET p.186, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "tableau légendaire".

Da gentañ-holl, ne deus ket a lec’h da zaleañ pell gant an danevelloù o redek e-touez Kreisteiziz diwar-benn hon Amzer-gent, rak ma ’z int mojennoù diskiant, ya, pa na vezont dismegañsus ouzhimp-ni.

1923
Daveenn : SKET p.31-32

Evel-hen e tezrevellas din, un deiz, un den uhel e garg en e vro, Burbeken mab Ilkaten (4), diwar-benn ganedigezh hor gouenn hervez ar vojenn-varzh o redek e-touez e bobl.

1923
Daveenn : SKET p.32

Mojenn a vremañ : ar skravig, ar soudard hag an tourist.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 3

Ar re ac'hanomp, kozh pe goshoc'h, o deus gwelet ar filmoù ma oa an daou c'hoarier-se evel o adsevel a varv da vev Achille/Akilleüs hag Ulysse/Odisseüs ez eo manet bev enne o estlamm dirak mojennoù deuet eus an henamzer gozh, hag i manet ken nes d'hor c'halon koulskoude.

2016
Daveenn : ILIAS p. 3

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial