Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
117
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.k.e. 1. Lakaat ur vag da vont war vor. Moret eo bet ar bigi diwar an tevenn. Chomet e oa ar vag war ar sec'h ha boud e voemp d'he morañ. & Ent strizh. Lakaat ur vag da vont war vor evit ar wech kentañ. Ur c'hal-morañ. 2. Lakaat, teuler udb. er mor. Moret e voe e gorf paour ganimp e-lec'h e zouarañ. 3. (db. an dournijerezioù, listri egor zo) Chom a-sav war-c'horre ar mor, ul lennad dour bnk.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

morañ

1923
Daveenn : SKET p.186, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "prendre la mer ; mettre à la mer (une barque), lancer (un navire)".

Ar re-mañ, o welout an darbaroù a raed en aod, a zifreas morañ o listri ha sevel e-barzh.

1923
Daveenn : SKET p.117

An ambroug-kañv a ziraezas an aod m’edo ur vag moret en e gichen.

1924
Daveenn : SKET.II p.38

morañ (ur vag)

1924
Daveenn : SKET.II p.135 « Geriadurig », "Mettre (une barque) à la mer".

He morañ a reas, lammout e-barzh ha pellaat afo o paolleviat a-dreuz d’ar mor glas ha kompez evel ul lenn.

1924
Daveenn : SKET.II p.37

morañ

1931
Daveenn : VALL pg amérir, amérissage

Ur yaouvezh oa, deiz ma tegouezh al lizhiri dre nij eus Europa ; setu ma teu nijerez divaskell ruz an "Aéro-maritime" da ziskenn da vorañ en ur dremen just dreist hor pennoù.

1985
Daveenn : DGBD p56

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial