morian
Ouzhpenn da se, war an daolenn varzhus-se, e welen ur maread morianed ha morianezed du-peg en tenn da gorolliñ e kant stumm disheñvel, o c'hoari ez noazh-dibourc'h o c'hweleviñ evel an huzel war mantell kimin ti-forn hini bras Poull ar Raned, ha bronnoù ar gwragez o hejañ-dihejañ, o pignat hag o tiskenn en ur vont a-gleiz hag a-zehoù, a-is hag a-us, a-hed o divlez hag o c'horf klosennek, bouzellok ha begelok.
Soñj am eus evelkent eus va c’hentañ darempred gant douar Afrika : nepell diouzh kreiz-kêr, ur bern logelloù izel ha kuit a brenestr, gant un doenn soul krennveget hag e[n]-dro dezho morianed gant lostennoù gwenn pe c’hlas, o gwragez hanter noazh, hag ar vugaligoù hep ar vihanañ pilhenn da guzhat ouzh an holl o zammig peadra.
Kement ha diskouez pegen aketus e veze darn eus va c'hoarierien, va roue Morian en devoa livet en du n'eo ket hepken e zremm, e zaouarn hag e zivrec'h, met ivez... e deod.
Bez ez eus ivez un hanter morian eus ar Martinik, o labourat er maltouterezh, ha ne oar ket c'hoazh da belec'h eo anvet da vont.
Daou vorian a zo aet e-barzh betek o c'hof hag a furch anezhe gwashañ ma c'hallont.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
morianerezh