Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1943] Ledennad vor damgloz a sko war ar mor bras, a c'hall al listri dont da eoriañ enni. Mulgul morlenn Brest. [1943] N'eo morlenn Vrest nemet ur strollad traoniennoù. HS. kambr-vor, lenn-vor, mor-bihan. 2. Dre ast. Ledennad vor disrannet diouzh ar mor bras gant un erv draezh pe vili. Morlennoù gourenez Plougastell.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Na gwelet a rit-hu anezhe, en korf o roched, diarc’hen, o bragoù troñset gante betek o daoulin, o redek war an aod, o klask kontelleged, malkoned, tareleged, pe er poulloù-traezh, er vorlennoù oc’h ober redadegoù gant o bagoù : gobiri, biskinennoù, goueletinier, teir gwernioù graet dezhe gant o zadoù.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 46, p.1088 (Here 1924)

N'eo morlenn Vrest nemet ur strollad traoniennoù (re an Elorn, an Aon, stêrioù ar Faou, Daoulaz h.a.) diazezet e rec'hier aes da zispenn gant krignerezh ar stêrioù, ha bet beuzet gant ar bignidigezh flandrek.

1943
Daveenn : TNKN p21, notenn (17)

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial