Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
14
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. G. Pesk mor bras eus ar c'herentiad Gadidae, e anv spesad Gadus morhua, brizhellet ha gell-arvelen e gein, arwenn e gof, a vev a strolladoù bras e dourioù yen ar Meurvor Atlantel. Paotred ar morued. Daou voru. 2. H.g. Kig ar pesk-se implijet da voued gant an dud. Moru fresk nevez-pesketaet. Moru glas : sallet ha n'eo ket bet sec'het. Moru sec'h : sallet ha disec'het. Eoul moru : eoul tennet eus an avu moru, ennañ kalz a vitamin A ha D. & Dre fent Moru Menez-Are : bevin saezon.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

molued

1659
Daveenn : LDJM.1 pg molue

molu

1659
Daveenn : LDJM.1 pg molue

c'hwezhenn ar c'hig, ar molu, &c.

1732
Daveenn : GReg pg fumée (Fumée, vapeur qui sort des viandes chaudes, &c.)

moruenn

1850
Daveenn : GON.II.HV pg moru ou molu (moruen ou moluen, f., une seule morue).

moluenn

1850
Daveenn : GON.II.HV pg moru ou molu (moruen ou moluen, f., une seule morue).

moruenned

1850
Daveenn : GON.II.HV pg moru ou molu (morue, poisson de mer dont il se consomme une grande quantité, surtout en sec. "moruen" ou "moluen", f., une seule morue. Pl. "moruenned" ou "morued" ou simplement "moru").

morued

1850
Daveenn : GON.II.HV pg moru ou molu (morue, poisson de mer dont il se consomme une grande quantité, surtout en sec. [...] Pl. moruenned ou morued ou simplement moru).

moru

1850
Daveenn : GON.II.HV pg moru ou molu (morue, poisson de mer dont il se consomme une grande quantité, surtout en sec. [...] Pl. "moruenned" ou "morued" ou simplement "moru").

molu

1850
Daveenn : GON.II.HV pg moru ou molu (morue, poisson de mer dont il se consomme une grande quantité, surtout en sec. [...] Pl. "moruenned" ou "morued" ou simplement "moru").

bagad volued

1927
Daveenn : GERI.Ern pg bag

O vezañ ma ’z oa krog pep hini en-dro din, ha zoken an Itron Thierry, d’abuziñ e amzer gant ul linenn-besketa, ha dre ma veze tapet da bep ar mare gant hemañ pe henhont morued a vent vat, setu ma fellas din ober evel ar re all.

1954
Daveenn : VAZA p.106

Gallout a ris koulskoude tañva moru fresk, fritet pe aozet e stumm all, ur boued lip-e-vourroù na denn tamm ebet d’an dra ken neudennek, ken divlaz ha paper-splu e vez kinniget deoc’h dre amañ ar Gwener hag e-kerzh ar C’horaiz.

1954
Daveenn : VAZA p.108

Emberr e vo moru da goan, emezi

2023
Daveenn : DREAM p. 15

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial