Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Benveg, anezhañ un dolzenn vetal troadet a dalvez da sankañ tachoù, da skeiñ metaloù, h.a. Taolioù morzhol a veze klevet. Ar morzholioù a gouezhe gant tourni war an annev. DHS. horzh, mailh, mell. 2. Pezh metal a son an eur o skeiñ war kloc'h un eurier. Distagañ morzhol an horolaj. Morzhol horolaj kozh tourig an iliz. 3. Dre heveleb. Korf. Unan eus askornoùigoù skouarn grenn ar bronneged zo koublet ar penn anezhañ gant an annev (2). 4. Dre fent Morzholig al laou : moranv ar biz-meud. 5. Trl. (db. an dud) Bezañ (bet) skoet gant ar morzhol : na vezañ fin-kaer. & Dre skeud. Lardañ* ar morzhol.

Skouerioù istorel : 
21
Kuzhat roll ar skouerioù

morzhol

1499
Daveenn : LVBCA p148 (marteau)

morzhol

1659
Daveenn : LDJM.1 pg marteau

morzholioù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg marteau

morzhol da houarnañ kezeg

1732
Daveenn : GReg pg brochoir (marteau de maréchal)

morzholioù da houarnañ kezeg

1732
Daveenn : GReg pg brochoir (marteau de maréchal)

terriñ gant ur morzhol

1732
Daveenn : GReg pg concasser

skeiñ kreñv gant ur morzhol

1732
Daveenn : GReg pg cogner

kemerit ar morzhol ha skoit gantañ

1850
Daveenn : GON.II pg morzol

morzhol

1850
Daveenn : GON.II.HV pg mal (-houarn)

morzhol

1850
Daveenn : GON.II pg morzol

morzholioù

1850
Daveenn : GON.II pg morzol

morzhol

1850
Daveenn : GON.II.HV pg morzol

Mab tiern, evel mab tiek, ar bugel, an tad-kozh / A rank dastum o stal, ober o lamm er foz / Pa sko ar morzhol bras war boull o c'halonoù.

1867
Daveenn : MGK p100

Pa’z it en un iliz, savit ho taoulagad, hag e welfet, a bep tu, sent dibennet, mein-benerezh ar re vravañ kizellet, torret ha bruzunet a daolioù morzhol diskiant ; gwer livet en ur c’hiz ken dudius, faoutet, e meur a damm, abalamour ma’z e oa warnezho patrom hor Salver, staget ouc’h ar groaz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.172

Diframmañ a ray diouzhit da holl zilhad ha da skeiñ gant e vorzhol.

1924
Daveenn : SKET.II p.45

morzholioù

1931
Daveenn : VALL pg brochoir

morzhol houarn kezeg

1931
Daveenn : VALL pg brochoir

Hag e redent !… Ha n’em eus ket Iavaret deoc’h e oa ganto bouc’hili, fustoù, morzholioù, filc’hier, ferc’hier ha binvioù a bep ment hag a bep seurt.

1944
Daveenn : ATST p.81

Bras eo madelezh Mab an Den, / Arabat 'ta koll fiziañs ken. / Morzhol Doue a ziskaro / Ar re ' venn hor gwaskañ garv. / Eomp, gant skoazell Santez Anna, / Ouzh an Ifern d'en em gannañ.

1960
Daveenn : PETO p23

En a-raok e kerzhe an douger horzh, ha war e lerc'h an douger kizell ha morzhol.

1985
Daveenn : DGBD p71

koeñvet ha diskantet e oa al liv war an nor hep sonell na morzhol.

2012
Daveenn : DJHMH p11

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial