Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Frouezh debradus an drez, chugonus ha du o liv. Kleuzioù goloet a vouar. Mont da glask mouar. Kaotigell mouar. & Mouar drein, mouar drez, mouar garzh, mouar louarn : mouar gouez. & Dre fent Sistr mouar : gwin. 2. Gwez-mouar : gwez, o anv spesad Morus nigra, a c'hounezer evit o frouezh. & Mouar gwez, mouar prenn : frouezh ar gwez-mouar. 3. Trl. kv. Du evel ar mouar : du-tre. & Ober tuf d'ar mouar : ober fae war ar pezh a denner splet anezhañ.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

mouar

1499
Daveenn : LVBCA p148 (meure, vng fruit)

mouar

1659
Daveenn : LDJM.1 pg meure (de la haie)

gwezenn-vouar

1659
Daveenn : LDJM.2 pg meurier

gwezenn-vouar

1850
Daveenn : GON.II.HV pg gwézen (-mouar)

mouar

1850
Daveenn : GON.II pg mouar, mouiar

mouarenn

1850
Daveenn : GON.II pg mouar

mouar

1850
Daveenn : GON.II pg mouar, mouiar

mouar-garzh

1850
Daveenn : GON.II pg mouar (-dréz), mouar (-garz)

— Adaqi a roas dezhañ kraoñ ha kraoñ-kelvez, flamboez ha sivi ; — Mouar (drez) hag irin, hiliber ha gregon.

1923
Daveenn : SKET p.35

Nemet da vezur e tigase dezho ar c’hoad hag an dourioù ouzh e dreuziñ kig-gouez ha pesked a-builh, hag ur fonnder frouezh a bep doare : kraoñ (1), kraoñ-kelvez, kistin, kistin-magl, finij, mez, mouar, lus, hiliber, flamboez, spezad, sivi, hag, ouzhpenn, mel an hedoù-gwenan.

1923
Daveenn : SKET p.49 ( p.197, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 49, lin. 10, e lec’h « da vezur » lenn « da vagadur » ").

Leun o godelloù a graoñ-kelvez, du o muzelloù gant ar mouar, kavet gante ur guchennad vat a veüt, skuizh ar vugale, hag int, evit en em ziskuizhañ ha debriñ o merenn, a falvezas dezhe mont betek chapel ar Jaou.

1925
Daveenn : BILZ2 p.115-116

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial