Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
117
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. 1. Reiñ stumm, oberiañ udb. war-bouez ur moull. Bep a bal vihan hag a sailhig ganimp e tremenemp hon amzer o voullañ traezh. 2. Stummañ war-bouez e zaouarn. Ne vo ket diaes din ober ur skeudenn, me a oar moullañ pri prad. 3. Dre ast. Reiñ e stumm da udb. Gant ho rozell, ledit ar grampouezhenn ; setu hi moullet bremañ. B. 1. Dre ast. Eiladuriñ skridoù, skeudennoù, luc'hskeudennoù, tresadennoù war-bouez ober gant teknik ar moullerezh. Lakaat moullañ ul levr. Moullañ oberoù un aozer. Moullañ skritelloù. Kas ur skrid da voullañ : da vezañ moullet. & Ti-moullañ : stal ma vouller levrioù, skritelloù, h.a. 2. Dre skeud. Enskrivañ. Moullit kement-mañ en ho kalon. 3. Gweañ. Moullañ ul lien en-dro da'm biz. Moullañ ar blev d'ober un torkad. II. V.g. En em rodellañ. III. Impl. da ak. 1. Moulladur (I). Ar moullañ e moulloù maen. 2. Moulladur (II 1). Ar moullañ levrioù. IV. V. em. EN EM VOULLAÑ : chom hep en em walc'hañ (e voued, h.a.). An dud lipous ne ouzont ket en em voullañ.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

liv da voullañ

1732
Daveenn : GReg pg ancre

moulañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg gwaskérella, moula

moullet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg moula

e Pariz eo bet moullet al levr-se

1850
Daveenn : GON.II.HV pg moula

Ouzhpenn-se : o vezañ bet pedet gant bugale an aotrou ar Gonideg da lakaat moullañ Bibl Santel o zad, goulennet en deus ar c'horonal un taol-skoaz digant an aotrou Milin, ha setu sammet ganto o-daou pounnerañ bec'h a sammas biskoazh den e Breizh.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid X

Ar seiz ivez hag ar voulouz a sklaerijennfe he liv a c’hlazardenn, ha plegioù hir ha pounner ar mezher arc’hantet a voulfe, dindan he c’horfenn, he ment moan ha mibin.

1925
Daveenn : BILZ2 p.152

Ur wech, Vallée a lavaras din en dije daou c'hoant : ar c'hentañ e [sic] vije moullañ ur regennad vrezhonek war ar gazetenn La Croix des Côtes du Nord, renet gant e vignon an abad Delangle ; an eil e [a] vije kaout an aotre digant an aotrou chaloni Lebon da sevel ur skol vrezhonek e kolaj Sant-Charlez.

1944
Daveenn : EURW.1 p56

Mar dichañs d'ar follennoù-mañ bezañ moulet ur wech, mar bez kavet arc'hant a-walc'h d'en ober, ar pezh a gontin deus ma roudenn a c'hallfe bezañ ur skouer d'an dud yaouank a Vreizh da zont, pa lennint troioù hag avanturioù ar barzh Taldir-se, graet kement a drouz war e anv dija, redet gantañ dija holl vroioù ar Gelted, ha deut da beñseañ hiriv en un tamm bourk bihan a Gerne-Uhel...

1944
Daveenn : EURW.1 p5

Trugarez dit da vezañ moullet ma spered en ur moull ken akord gant gwir spered an drouized wenn hag an delennerien c'hlas.

1944
Daveenn : EURW.1 p15

[A]r baotred, gant o zogoù bihan plat, o chupennoù du berr, o rochedoù gwenn feret-kalet, o brageier moan o voulañ o morzhedoù tev evel peulioù-kloued[.]

1944
Daveenn : EURW.1 p.166

An ardivinkoù-se a oa gwaskoù a vez graet troerezed anezho, evit moullañ kazetennoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p.212

Ur wech echu ho prantad goulennata e rank ar poliser moullañ prosez dre gomz an abadenn hag ober deoc'h e sinañ.

2015
Daveenn : DISENT p166

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial