1. Obererezh mouzhañ.
Mont e mouzh.
2. Penn-mouzh : dremm voulbennek.
Gwelet em eus a-walc'h ho penn-mouzh !
&
Ober penn-mouzh : mouzhañ.
&
(en e furm vihanaat)
Mont d'an toull-mouzhig, mont da gêr-vouzhig : en em lakaat da vouzhañ.
A-greiz c'hoari e veze gwelet o vont da gêr-vouzhig.
Kement-se ne oa nemet mouzhoù, rak bemdez e kreskemp d’en em zaremprediñ, ha poent e oa d’ar c’himiad digouezhout, a-benn ur sizhun gant aon e vije chomet stag ma c’halon ouzh telenourez vihan LLanover.
Kement-se ne oa nemet mojou, rak bemdeiz e kreskemp d’en em zarempredi, ha poent e oa d’ar c’himiad digouezout, a-benn eur sizun gant aon e vije chomet stag ma c’halon ouz telenourez vihan LLanover.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.122
Peurzevet e oa bet ivez tost da vat kement follenn a oa er c'harned-labour, pa c'helljont erfin, tremen hanter-noz anezhi, dont a-benn da lakaat ur c'hozh tantadig mouzh da gregiñ.