Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Pezh mañsonerezh uhel pe uheloc'h a dalvez da glozañ ul lec'h bnk. Ur vur en-dro d'ar jardin. Ur c'harrhent hir ha strizh o riboulat etre div vur uhel betek ar marc'hallac'h. Pa'm eus lammet dreist ar vur on kouezhet e-kreiz ur pezh bodenn linad. HS. moger, mogerenn.

Skouerioù istorel : 
21
Kuzhat roll ar skouerioù

murioù Troa

1499
Daveenn : LVBCA p148, 199 (les murs de troye, d-une cite)

mur

1499
Daveenn : LVBCA p148 (idem)

izelaet eo bet ar vur-se

1732
Daveenn : GReg pg abaissement

skoaziañ ur vur

1732
Daveenn : GReg pg appuier

en-dro d'ar vur

1732
Daveenn : GReg pg autour (de la muraille)

ober un difreuz e murioù kêr

1732
Daveenn : GReg pg (faire une) breche (dans une muraille de Ville assiegée)

goloenn ur vur

1732
Daveenn : GReg pg chapiteau (d'une colomne, d'une maison, d'un mur)

murioù Brest o deus ul lev-dro

1732
Daveenn : GReg pg (la Ville de Brest a une lieuë de) circuit

diskar kreñvoù ha murioù ur gêr

1732
Daveenn : GReg pg demanteler (détruire les fortifications d'une Ville)

uhelaat ur vur

1732
Daveenn : GReg pg hausser (Hausser un mur.)

mur

1850
Daveenn : GON.II pg mûr

gwall ledan eo murioù ar gêr-se

1850
Daveenn : GON.II.HV pg mûr

murioù

1850
Daveenn : GON.II pg mûr

E Montroulez e voe c’hoant diskar iliz Itron-Varia-ar-Vur, abalamour ma’z oa an iliz brudetañ eus a gêr dre ar mirakloù a c’hoarveze enni.

1877
Daveenn : EKG.I. p.156

Kaeraet eo murioù an temploù-se gant skeudennoù livet pe benet er maen, enskrivet warno ouzhpenn, e linennadoù-skritur, meuleudiñ an doueed ha danevell taolioù-kaer rouanez ar vro.

1923
Daveenn : SKET p.17-18

Kaeraet eo ar murioù anezhañ en diavaez gant skeudennoù brezelourien, leñverezed, sonerien, kirri, loened-stern, kizellet er maen ha damzistag dioutañ, ma leverer e teu ar skeudennoù-se, da vareoù zo eus ar bloaz, pa gouezh sklêrijenn al loargann en he brasañ war an ti-kañv, da enaouiñ ha d'en em beurzistagañ diouzh ar maen.

1923
Daveenn : SKET p.14

[staget] ouzh ar vur

1931
Daveenn : VALL pg à2 (attaché au mur)

Al liver kozh a zigoras dor e sal-labour hag e welis eno war chafodoù, pe stag ouzh ar murioù, [a] bep seurt taolennoù bras ha bihan, unan dreist ar re all a skoas don war ma spered, unan hag a oa ledan evel div liñsel-wele, ha ma weled warni ur beajour o tistreiñ d’ar gêr da noz, e vlev pufet, e dog en e zorn gantañ, hag a bep tu d’an hent, e oa pleget ar gwez gant ar gorvetenn a c’hwezhe start.

1944
Daveenn : EURW.1 p.92-93

C'hoari kraoñ : a-raok ma oa kanetennoù, gant kraoñ-gall e veze c'hoariet da lakaat anezho da ruilhañ en un toullig 'kichenik ur vur.

1944
Daveenn : EURW.1 p24

Nec'het e benn, e ya da sellout dreist mur ar porzh, hag e chom da arvestiñ ouzh ur marc'heger hag e loen.

1960
Daveenn : PETO p55

Adsavet 'vo pevar-ugent metrad kleuz 'barzh plas ur vur, evit dispartiañ ur wenojenn (da vont diogel war droad d'ar skol, d'an ti-kêr, d'ar vered...) deus an hent.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 5

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial