Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1499, 1659, 1732, 1931] Benveg a dalvez da dagañ pe d'en em zifenn dre spontañ, dre c'hloazañ pe lazhañ. Kregiñ en e armoù. Kargañ un arm : lakaat ur boled, boledoù ennañ. Ur stok armoù : ur bemiad armoù. Nevid an armoù. & Arm-sko : graet evit tagañ. & Arm emzifenn. & Arm-bann : a vanner pe a dalvez da vannañ udb. Arm-tan : a dalvez da deuler bannadelloù a-drugarez d'ur gargad hag a daner. Daou arm. Deskiñ, diskregiñ diouzh an armoù. Kemer an armoù. Gervel, redek d'an armoù. An armoù d'an traoñ ! & Tremen unan bennak dre an armoù : e fuzuilhañ. Ijinerezh an armoù. & D'an armoù ! : d'an emgann. 2. Trl. Bezañ dindan an armoù : bezañ e armoù gantañ evit ober ganto diouzh ret. Bezañ dindan an armoù : bezañ oc'h ober e amzer soudard. Mont dindan an armoù : mont da soudard. 3. Dre ast. Kement a dalvez d'ub. evit en em zifenn. N'en doa ken arm nemet ur maen. 4. (en e furm lies) An armoù : an arme. Distreiñ eus an armoù. Ar roue e penn e armoù. 5. Benveg kegin. 6. Endalc'had, lestr.

Skouerioù istorel : 
49
Kuzhat roll ar skouerioù

armoù

1499
Daveenn : LVBCA p27 (armes)

den-armoù kreñv

1499
Daveenn : LVBCA p27, 53, 126 (homme puissant d-armes)

ost tud armoù

1499
Daveenn : LVBCA p27, 154, 200 (ost de gens d-armes)

leuskel un arm

1659
Daveenn : LDJM.1 pg delascher (vn arme)

sevel tud a armoù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg leuer (des gens d'armes)

dastum tud a armoù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg leuer (des gens d'armes)

arm

1659
Daveenn : LDJM.1 pg arme

kemeret an armoù

1732
Daveenn : GReg pg (prendre les) arme(s)

d'an armoù, d'an armoù !

1732
Daveenn : GReg pg (Aux) arme(s)

daou, tri arm

1732
Daveenn : GReg pg arme

armoù dichalmet

1732
Daveenn : GReg pg arme(s dont on a levé l'enchantement)

arm

1732
Daveenn : GReg pg arme

armoù

1732
Daveenn : GReg pg arme

armoù

1732
Daveenn : GReg pg arme

armoù chalmet

1732
Daveenn : GReg pg arme(s enchantées)

armoù da asailh ha da zifenn

1732
Daveenn : GReg pg arme (offensives & défensives)

bezañ dindan an armoù

1732
Daveenn : GReg pg (être sous les) arme(s)

redek d'an armoù

1732
Daveenn : GReg pg (prendre promptement les) arme(s)

tremen ur soudard dre an armoù

1732
Daveenn : GReg pg (passer un soldat par les) arme(s)

an armoù

1732
Daveenn : GReg pg (les) banniere(s & les croix)

armoù an Iliz

1732
Daveenn : GReg pg (les) banniere(s & les croix)

stlakerezh an armoù

1732
Daveenn : GReg pg cliquetis (bruit des épées, des armes en se choquant, lorsqu'on se bat)

trik-trak an armoù

1732
Daveenn : GReg pg cliquetis (bruit des épées, des armes en se choquant, lorsqu'on se bat)

armoù da asailh, ha da zifenn

1732
Daveenn : GReg pg (armes offensives & défensives)

arm

1850
Daveenn : GON.II.HV pg arm (arme)

armoù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg arm (arme. Pl.)

Dre-se, pa dostaas ar soudarded evit kregiñ ennañ, ar "C’hard nasional" a Lesneven, a yoa ivez o armoù hag o fuzulioù ganto, a lavaras groñs ha dichek e tennjent didruez war ar soudarded, mac’h esajent ober an disterañ droug d’an Aotrou Feburier. Hag ar soudarded a rankas plegañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.188

— Soudarded, krogit ennañ, liammit e zaouarn dezhañ a-dreñv e gein, hag e bourg Berven dirak an holl, ni her fuzuilho. — Fuzuilhañ un den ne ra droug ebet deoc’h, n’eus arm ebet gantañ ?

1878
Daveenn : EKG.II p.19

Distrewet e oa bet diwar al leurdioù hag adstrewet gant ar c’hrasañ hag ar c’hwez-vatañ geotoù ; puret ha lufret an armoù, ar c’hlavioù, ar c’hirri, ar binvioù kouevr pe arem, al listri prenn, pri pe vaen.

1923
Daveenn : SKET p.62-63

A driwec’h mil den e c’hoarveze ar bagad-se hag eñ disheñvel e kement-mañ diouzh an daou vagad en e raok ha diouzh ar re war e lerc’h : ouzh hen ober ez oa estreget tud yaouank, pa weled ennañ, ouzhpenn, gwazed ha maouezed e brud o oad ha dezho mibien vras gouest da embreger armoù.

1923
Daveenn : SKET p.125

An deirvet neuze, dezhi ur gouriz arem hag ur gourgleze, a zic’houine hec’h arm hag en em daole da skoazell he div geneilez.

1923
Daveenn : SKET p.114 (Reizhet en eil kevrenn -1924- : p.150 : "Da reiza er gevrenn genta" : "[...] e lec’h « e c’hourgleze » lenn « e c’hougleze ». Hevelep reiza ("gou" e lec’h "gour") [...] p. 114, eil dilinenna, lin. 19, 24").

pleustriñ war embreger armoù

1924
Daveenn : SKET.II p.138 « Geriadurig », "S’exercer au maniement des armes".

arm

1927
Daveenn : Geri.Ern pg arm

armoù

1931
Daveenn : VALL pg arme, armement

arm

1931
Daveenn : VALL pg arme

An armoù d'an traoñ !

1931
Daveenn : VALL pg bas

diskiñ diouzh an armoù

1931
Daveenn : VALL pg apprendre (le métier des armes)

diskregiñ diouzh an armoù

1931
Daveenn : VALL pg bas

galv d'an armoù

1931
Daveenn : VALL pg alarme (aux armes)

gervel d'an armoù

1931
Daveenn : VALL pg alarmer (donner l'alarme)

ijinerezh an armoù

1931
Daveenn : VALL pg armurerie (fabrication, industrie des armes)

Ar gweladennoù armoù ha pakadoù pezh ha pezh, a oa d’ar Sadorn goude kreisteiz, ha rouez e oa ma ne veze ket dalc’het un drederenn ac’hanomp er c’hazarn da Sul, evit un draig dister bennak dizoloet gant an ofiser.

1944
Daveenn : EURW.1 p.196

Arme Vreizh a voe dastumet da viz Here 1870 e Kamp Conlie, en tu-mañ d'ar Mans, lec'h e chomas tri miz da vizeriñ, hep boued na dilhad nag armoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p11-12

Lemmet e oa ganin ma armoù da vont d'ar c'hann.

1944
Daveenn : EURW.1 p64

E-giz armoù, hor boa bet fuzul, baionetezenn, ur sac’h-kein lien, sterniet gant koad ; tri bisac’h-tennoù hag o lêrennoù, hag ouzhpenn… un nebeud seier bihan-bihan a oa enno ar boued-mir, hag [a] oa difennet groñs o zañva dindan boan a gastiz spontus.

1944
Daveenn : EURW.1 p.194

Disklêriañ a ran bezañ ez personel a-enep krenn implij an armoù e n'eus forzh peseurt degouezh.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 5

Da gentañ penn ez eus deus "breudeuriezh an armoù": evit ar stoumerien difeuls ez eo ur vignoniezh a ziwan dre m'en em gavont alies er memes strollad abalamour d'ar pezh a zo boutin dezhe.

2015
Daveenn : DISENT p51

[...] arabat d'ar stourmerien dont d'un obererezh gant dramm, pe armoù -memes binvioù ha n'int ket graet evit bezañ implijet evel armoù : bizhier koad, kontilli godell, sizailhoù bechek...-

2015
Daveenn : DISENT p91

Ma n'eus bet klevet tenn ebet en endro sioul-mañ, neuze e oa un didrouzer war an arm.

2016
Daveenn : BARDF p. 155

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial