Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1980] Kementad a dud zo en un arme. Un armead soudarded. Raktal e kouezhas hon armead. [1980] Un armead archerien, un armead alouberien. & [1927, 1985, 2012] Arme. [2012] Stourm a-enep armeadoù Napoleon. [1985] Evel ur gwir armead oc'h aloubiñ ar vro. 2. Dre skeud. Kementad, bandennad vras. Un armead razhed. HS. krubuilhad.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

Argadet ganto douaroù an divroidi, e voent dizarbennet gant armeadoù re dezho hag e voent trec’het.

1923
Daveenn : SKET p.89

Hec’h-unan-penn e stourme ez kadarn ouzh an hedoù dalc’hmat nevezet eus armead orgedus an Amc’houlou.

1923
Daveenn : SKET p.114

Armeadoù, enno soudarded dre viliadoù a viliadoù, a vez dastumet gant roueed ar c’hêrioù.

1924
Daveenn : SKET.II p.71

War-lerc’h ar Vaouez-Veur, deut da heizez-vleinerez dezho, e treuzas armead ar c’hirvi al lennad wad en ur vourbouilhat.

1924
Daveenn : SKET.II p.55

armead

1927
Daveenn : GERI.Ern pg arm

armead

1931
Daveenn : VALL pg armée

Evit tud ar C'hap, an armead archerien a zo deuet gant tankoù, mindrailherezioù, kanolioù-dour, grenadennoù, a bep seurt, a zo un armead alouberien.

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.2

Ha neuze e voent gwelet goude o vont er-maez, met an taol-mañ evel ur gwir armead oc'h aloubiñ ar vro, hag o tistruj kement tra vev hag a gavent war o hent ha mat da zebriñ evito.

1985
Daveenn : DGBD p112

Haroz tirolat (1767-1810) en deus stourmet a-enep armeadoù Napoleon; fuzuilhet e voe e Mantua.

2012
Daveenn : ADULT p. 170

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial