En em wisket goude, e tebrjont an teir c’houistoc’henn a oa d’ezo a-zilerc’h an daouzek o doa digaset ganto. Peurbrejet dezho, en em c’houlenne Derkeia petra a c’halljent ober o-unan war an arvor-se dianav ha pe blanedenn a heuilhjent eno pa voe tennet eus he frederadenn gant he c’hoarezed oc’h estlammiñ.
prederadenn
"prederiadenn" gg.
O vezañ n’aen ken d’ar skol, goude kreisteiz e chomen e-pad an hanter-devezh [hanter [z]evezh] en he c’hichen, o lenn eviti levrioù a blije dezhi : buhez ar Sent, Pasion Hor Salver J.K. gant Katell Emeric’h [sic], Prederiadennoù Santel evit kement deiz ar bloaz, hag all, traoù na oant ket eveljust [evel-just] ken dudius hag oberennoù F. Kooper, pe an « Dernier des Abencerages » ar « priz » gounezet ganin e Landreger hag e oan e sell da dennañ dioutañ danvez ur pezh-c’hoari evit va strollad : « Kerkent ha ma viot yac’h, mammig ! » e lavaren dezhi.
"Ma Doue !" a lavaras Utterson en e bart. "Ha soñjet en defe, eñ ivez, en testamant ?" Mirout a reas e brederiadennoù evitañ e-unan, hag e c'hrozmolas, da ziskouez en doa klevet ar chomlec'h.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
prederiadur