Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Gwechad prenañ (udb.). Ur brenadenn vat a rit aze ! Goude e brenadenn en em gave eürus. 2. Pezh a brener, zo bet prenet. Diskouez a reas dezho e brenadenn. Ober e brenadennoù. DHS. diankajoù. HS. pren.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

prenadenn

1931
Daveenn : VALL pg (un) achat

Ma armel-levrioù a greske bemdez gant prenadennoù graet e Breizh-Veur, ha ma mestroù a'm leze da ober evel ma karen, da skrivañ da nep piv bennak a vennen, hep kontrollañ ma lizheroù.

1944
Daveenn : EURW.1 p63

En em zibab a ra Adrianí evit na vije diouer a netra er gêr hag ivez, ouzhpenn, da beurdogañ ar bern evit prenadennoù Katerina.

2015
Daveenn : EHPEA p25

Sellet a rae dre ar prenestr, ouzh al labourerien o vont d'al labouradeg, ouzh ar vugale o vont d'ar skol, ouzh ar maouezed o tont eus o ziez evit mont d'ober o frenadennoù.

2023
Daveenn : DREAM p. 26

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial