Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
118
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Lakaat (udb.) e kerz ub. evit ma rafe e vad anezhañ e-pad ur pennad amzer hepken. Prestit din ho kontell, mar plij! Ne c'hallfec'h ket prestañ dek mil lur din ? 2. Amprestañ (1). Prestet en deus arc'hant digant ar bank. 3. ROUEZ Lakaat (udb.) prest (a.g.). Ne bado ket pell prestañ ar pred. Prestañ a raer koan. II. V. em. EN EM BRESTAÑ : en em brientiñ. N'eus forzh petra a erruo, e vefed prest, ma ved en em brestet a-ziaraok. Grit m'en em brestin ervat. DHS. amprestañ.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

prestañ

1499
Daveenn : LVBCA p169 (prester)

prestet

1499
Daveenn : LVBCA p169 (preste)

prestañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg prester

prestañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg presta

prestet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg presta

prestit dek skoed din

1850
Daveenn : GON.II.HV pg presta

prestañ a ra war gampi

1850
Daveenn : GON.II.HV pg presta

Ha ma gwerc'hted, na brestin ket, / Na deoc'h na da den all ebet.

1874
Daveenn : GBI.II p268 (Mari ar Masson)

Ma gouiziegezh war an traoù breizhek a oa dister-tre ; ar c'hure-mañ, ur wech, a brestas din ar Barzhaz Breizh.

1944
Daveenn : EURW.1 p40

— « Bag ar skluz a zo d’ar skluz, en deus lavaret din ar skluzier, » a respontas Job ; « ha ne vezo prestet na da Ber na da Baol. »

1944
Daveenn : ATST p.100

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial