Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1931] Hep dale. Prestik e voe gwelet korf un den marv. Prestik e krogas keleier fall da zont d'ar barrez. [1944] A Mestr ker, prestik e vo un eured, gwelout a reot ? & [1931, 1944, 2015] Prestik goude : ur pennadig amzer goude. Prestik goude e krogas an derzhienn enni. Prestik goude distro an Deiz Kenta 'r bloaz. Prestik goude e tifoupe ur c'harv eus riblenn ar c'hoad. 2. Termen a dalvez da c'heriañ degouezhusted un ober. Erru out prestik er pal. HS. prest (adv.).

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

prestik

1931
Daveenn : VALL pg bientôt

prestik goude

1931
Daveenn : VALL pg (sitôt) après (presque immédiatement après)

Hag, a-hend-all, n’eus ket ezhomm da ziskenn er puñs evit kavout Satanaz ; prestik e vo gwelet em istor, kroc’hen, eskern, hag all…

1944
Daveenn : ATST p.48

Un abardaevezh a viz Genver 1890, prestik goude distro an deiz kentañ 'r bloaz, Aogust ar Roc'h ha me, hon-daou ken heuget an eil evel egile gant ar vuhez kolaj, a zivizas mont kuit etrezek ar gêr.

1944
Daveenn : EURW.1 p35

Prestik goude e teuas Poulpiquet, Savidan ha Symoneau, ar pezh a reas daouzek, an daouzek abostol, na petra 'ta !

1944
Daveenn : EURW.1 p59

A Mestr ker, prestik e vo un eured, gwelout a reot ?

1944
Daveenn : EURW.1 p.122

Prestik goude e servij, e voent dimezet, hag ez ejont da chom da Bariz.

1944
Daveenn : EURW.1 p.197

— « An eontr a zo marv hag ar voereb a zo klañv-bras, » a lavaras Lom ; « ha prestik e vo deomp heritaj Karreg-al-Louarn, ha va lodenn a lezan ganeoc’h, ma n’eo ket hounnezh Na an Du. »

1944
Daveenn : ATST p.20

Ha dudius bras eo er gouzout rak, estreget Skandinavia, n'eus ket paot a vroioù en Europa an douar bras a gement a vefe bet levezonet gant ar goteg saoz hag a oa pellaet a-galz diouzh ar skouer c'hall prestik goude ma oa erruet war an enez.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 13

Muioc'h a fiziañs a vo ennoc'h tamm-ha-tamm, ha prestik e vefet barrek da genurzhiañ obererezhioù [disentiñ] hoc'h-unan.

2015
Daveenn : DISENT p182

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial