Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [2015] Miret strizh, n'eo ket digor d'an holl. Un hent prevez. 2. [1985, 2015] A sell ouzh un den, ouzh un hinienn hepken. Ar berc'henniezh prevez. 3. [1499, 2012] A sell ouzh an-unan hepken. Ar vuhez prevez. 4. Na sell ket ouzh ar Stad, n'emañ ket dindan ar Stad. Skolioù prevez. ES. boutin, foran, kevredik. 5. Tr. adv. Ent prevez : etre daou zen hepken. Komz a rin outañ ent prevez. 6. RELIJ. [1931] Doare lizher berr kaset gant ar Pab d'unan bnk.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

prevez

1499
Daveenn : LVBCA p170 (priue)

lizher prevez ar Pab

1931
Daveenn : VALL pg bref (du Pape)

Evit gwir e oa d'ar c'houlz-se rouez a-walc'h ar c'hirri-dre-dan prevez e Libreville, peogwir ne oa hent dereat ebet da vont er-maez eus kêr, ha zoken ruioù homañ a oa truezus a-walc'h o stad.

1985
Daveenn : DGBD p52

An disterañ trouz a veze merzhet a-bell; heglev e oa hiboud ar vuhez prevez a zeue eus an tiez a bep tu d'ar straed.

2012
Daveenn : DJHMH p24

Peseurt plas reiñ d'ar mediaoù all, pe vefent prevez pe foran, ha d'o ajañsoù hag a zo hualet evelte -abalamour da insterestoù politikel pe ekonomikel- ?

2015
Daveenn : DISENT p117

Pa vije an holl floderion gemedel da vezañ lazhet, ne chomje eus poblañs Bro-C'hres nemet implijidi ar gennadoù foran ha prevez, an dilabouridi hag an tiegezed.

2015
Daveenn : EHPEA p82

Oberoù hentoù / trenioù / metro digoust; pik-nik digoust er gourmarc’hadoù; adperc’hennañ ar madoù e-pad an diskrogoù el labouradegoù; diskenn priz feurm ha gwerzh al lojeiz; dihan da baeañ feurm ar lojerisoù; chom hep resteurel arc’hant ar c’hredoù; takadoù emren didermen; perc’hennañ ul lec'h prevez pe foran hag embann ez eo ul lec’h emren, digoust, liberter ha gouestlet d’an dudi; rekizañ lojerisoù goullo…

2015
Daveenn : DISENT p59

Tuioù mat an dachenn : kognoù, lec'hioù da stagañ ur giton ha peseurt ment a vo da hemañ, peulioù ha kaelioù d'en em chadenniñ oute, burevioù da zerc'hel a-raok re all -peogwir int arouezius, pouezus e-barzh mont en-dro al lec'h peotramant peogwir e vez renket teuliadoù prevez enne ha ne blijo ket d'hoc'h enebourien gouzout emaoc'h e[-]kichen...- [...]

2015
Daveenn : DISENT p75

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial