1. [1731] Endalc'her a lakaer ennañ boued d'al loened dirazo en o c'hraou.
2. [1499, 1659] Ent strizh
Framm prenn, anezhañ bizhier kenstur etre daou vann, staliet a-led ha war-naou ouzh ur voger, a lakaer ennañ foenn pe blouz d'al loened.
Debriñ foenn eus ar prezeb.
HS. rastell.
3. Dre ast.
Kraou.
Prezeb ar mabig Jezuz da Nedeleg.