Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
118
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. Kenderc'hiñ. ES. beveziñ. & Ent krenn Perak produiñ ma ne c'haller ket gwerzhañ ? 2. [1499, 2015] Ober, sevel (udb.) na oa ket anezhañ a-ziagent. [2015] Lec'hioù a c'halloud pe broduiñ. Dilerc'hiadoù skinoberiek a vez produet a gementadoù bras. Me a wel an droug a ra, ha ne welan ket kalz ar vad a brodu. HS. krouiñ. 3. (db. an douar, ar plant, ar gwez) Teuler frouezh. Kloziadoù gwez-frouezh o produin avaloù, pechez, abrikez. & Ent krenn An douar gant amzer a zeuy da broduiñ. 4. (db. ar mediaoù) Ober war-dro sevenedigezh (ur film, un abadenn), e-keñver an arc'hantan hag an urzhiadur. Produiñ ur film. 5. KOZH RELIJ. Krouiñ (I 1). Produet en deus an neñv hag an douar. II. V.g. 1. (db. al loened) Gouennañ (1). Ar c'hlujiri ne broduont ket. Loened hag a brodu mat. 2. (db. ar frouezh, al legumaj) Dont stank.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

produañ

1499
Daveenn : LVBCA p171

Evit an dra-se e ranker plantañ reuz, derc'hel pe serriñ lec'hioù a c'halloud pe broduiñ, peotramant an takadoù a servij da vont deus an eil re d'ar re all -da skouer, mont ha dont ar vinistred, peotramant kas-degas ar marc'hadourezhioù, ar rouedadoù-pellgehentiñ pe peulioù al linennoù Tredanvarr Uhel-Tre, ha kement zo...-.

2015
Daveenn : DISENT p54

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial