Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Hollad an abadennoù a vez roet da glevet pe da welet (en ur gouel, er skinwel, h.a.). Ur programm dudius a weler war ar skramm. Gwelet programmoù ar skinwel. & Dre ast. Levrenn, kazetenn pe follenn ma roer da c'houzout peseurt abadennoù a vo kinniget. Prenet ec'h eus programm ar pellwel ? 2. Hollad an danvezioù, ar c'hrafoù emeur e-sell pe da gelenn pe da reiñ da studiañ da geñver un arnodenn. Programm ar bloaz. Heuliañ programmoù disheñvel. Petra eo programm an devezh ? 3. (db. an armerzh, ar politikerezh, h.a.) Hollad an oberoù a lavarer bezañ e-sell da seveniñ en un doare urzhiet. Ret eo kaout ur programm armerzhel resis. DHS. raklun, steuñv. 4. Stlenn. Heuliad kemennoù a ro tu d'an urzhiataerioù ha da jederezioù zo da ziskoulmañ kudenn pe gudenn gant harp stlennadoù o memor. HS. goulev.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

Aon o dez ar galloudoù direizh rak ar c'heloioù digabestr : e 1941 e oa bet diskuliet gant un eskob ar programm lazhañ an dud klañv o spered gant Hitler. A-walc'h a oa bet gant ar sarmon kalonek-se evit ma vefe spontet ar galloud nazi hag evit ma paouezfe gant e raktres.

2015
Daveenn : DISENT p48

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial