Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
4
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
15
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1980, 1985] Den a lezenn zo e gefridi komz en anv ar Stad dirak al lezioù-barn. 2. GWECHALL [1499, 1659, 1732] Den a lezenn a oa kannad ur gostezenn dirak ul lez. Prokulor er parlamant. [1732] Prokulor a-enep. DHS advoue, alvokad. 3. RELIJ. Relijiuz karget da zifenn gwirioù ha mad e urzh. Pep rummad skolidi a oa renet gant e brokulor. & (impl. da spizer) An tad prokulor.

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

prokurer

1499
Daveenn : LVBCA p171 (procureur)

prokurer

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Procureur

prokulourian fiskal

1732
Daveenn : GReg pg fiscal (Procureur fiscal, Van., p.)

echeñch eus a baperioù ur prosez a ra an alvokaded, hag ar brokulerien

1732
Daveenn : GReg pg communication (des sacs d'un procès)

Lavaret a reer ordinal penaos, ne deus par da zijuniñ ar c'hloer, da lein ar brokulerien, da verenn ar c'homerezed , ha da goan ar varc'hadourien.

1732
Daveenn : GReg pg (on dit proverbialement :) dejeûné (de clercs, diné de Procureurs, collation de commercs, & soupé de marchands)

prokulerien a-enep

1732
Daveenn : GReg pg adverse

prokulourion fiskal

1732
Daveenn : GReg pg fiscal (Procureur fiscal, Van., p.)

prokurourian fiskal

1732
Daveenn : GReg pg fiscal (Procureur fiscal, Van., p.)

prokurour fiskal

1732
Daveenn : GReg pg fiscal (Procureur fiscal, Van.)

prokuler a-enep

1732
Daveenn : GReg pg adverse

prokuler fiskal

1732
Daveenn : GReg pg fiscal (Procureur fiscal.)

prokulerien fiskal

1732
Daveenn : GReg pg fiscal (Procureur fiscal, p.)

prokulour fiskal

1732
Daveenn : GReg pg fiscal (Procureur fiscal, Van.)

Ar miz toull en deus paket d'ar 27 e lez-varn Kemper ne seblant ket bezañ trawalc'h evit ar prokulor

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.3

Ma n'oc'h ket bet digabestret e vefet kaset dirak ar prokulor (pe an den a vo en e lec'h) a vo karget da zibab hag enkablet e vefet pe ne vefet ket, war beseurt abeg ha pegoulz e vefet kinniget d'ar barner.

2015
Daveenn : DISENT p.172

Warc'hoazh vintin e c'hellomp ober ur reked ouzh ar prokulor ha goulenn ma vo digoret ho kontoù.

2015
Daveenn : EHPEA p110

Ur wech gwiriet hoc'h identelezh e c'hall dibab prokulor ar republik (kelaouet gant ar boliserien), pe ofiserien ar polis-barn o-unan, derc'hel ac'hanoc'h dindan evezh (DDE).

2015
Daveenn : DISENT pp.166-167

Prokulor ebet ne embanno dek urzh furchal en un dek ti bennak war un dro.

2018
Daveenn : PZORN p.347

Ofis publik ar brezhoneg