Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Goudor savet gant evned zo evit dozviñ, goriñ o vioù ha sevel o floged. Neizhioù piged e beg ar gwez. Ur yar gloch war he neizh. & Kasaat, krazañ e neizh : dilezel e neizh. & Trl. skeud. Klask neizhioù pig : bezañ o sellet en nec'h. & Klask vioù* e neizhioù warlene. 2. Dre ast. Lec'h ma vez ganet o re vihan gant loened zo. Un neizh logod. Un neizh gwiñver. & Trl. skeud. Un neizh logod e skouarn ar c'hazh : tra na c'hall ket bezañ. Da grediñ a rin pa gavin un neizh logod e skouarn ar c'hazh : biken ne'z kredin. & Neizhioù logod : roufennoù an tal. 3. Hed. Penaos ober neizhioù gwenan. II. Dre skeud. 1. Lojeiz klet. Ober un neizhig koant eus e di. 2. Trl. Un neizh touseg : ur c'hozh ti divalav. & Neizhioù an hent : skoaselloù. & Neizhioù ar pokoù : an toulloùigoù zo en divjod. & Lost an neizh : bugel diwezhañ an tiegezh. 3. Kuzhiadell. Labourat a ran evit kavout neizhioù an dud kuzhet. 4. Trl. skeud., pemdez Ober un neizh : kac'hat. 5. Pemdez Kourzh.

Skouerioù istorel : 
33
Kuzhat roll ar skouerioù

neizh ar wespedenn

1499
Daveenn : LVBCA p22, 91, 150 (nit d-icelle mouche [guespe])

neizh al logodenn

1499
Daveenn : LVBCA p22, 135, 150 (le nit de la souris)

neizh

1499
Daveenn : LVBCA p150 (nit)

neizh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg nid

ar goukoug vras a ya da zozviñ e neizh ar c'hudoned, hag ar goukoug vihan, ar goukoug eus ar spes vihan, a ya da zozviñ e neizh foeterezig-an-dour

1732
Daveenn : GReg pg (le grand) coucou (fait ses oeufs dans le nid des pigeons ramiers; & le petit dans celui du hoche-queuë)

neizhioù logod

1732
Daveenn : GReg pg frisure (Parlant des frisures d'une coëffure sur le front, on dit burlesquement — )

neizh

1850
Daveenn : GON.II pg nec'h, neiz

neizh

1850
Daveenn : GON.II pg neic'h, neiz

neizhioù

1850
Daveenn : GON.II pg neiz

neizh

1850
Daveenn : GON.II pg neis

un neizh am eus kavet

1850
Daveenn : GON.II pg neiz

Ar goukou vras a ya da zozviñ e neizh ar gudoned

1850
Daveenn : GON.II pg koukou, koukoug

n'o zennit ket eus an neizh, distuc'h int c'hoazh

1850
Daveenn : GON.II pg distuc'h

vioù a zo en neizh

1850
Daveenn : GON.II pg enn

neizh

1850
Daveenn : GON.II pg nec'h, neic'h, neis, neiz

Un neizh eostig 'oa e vaner ; bemnoz, bemdez e kaned eno ; pa dave an tad e save mouezh ar vugale, ha klevet a ran c'hoazh unan eus e verc'hed o kanañ ker flour : "Peger kaer eo Kerzaoulaz, Pa zeu an noz da guzhat, Er gwez pa vez an delioù glas, Pa vez skedus ar stered ! "

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VIII

Hogen, ouzh va c'hlevet, pa na rit van ebet, pa welot en o farkeier, an dieien vak, dibreder, oc'h ober, e pep lec'h, brezel d'al laboused gant stignoù, krouglasoù zo, e kuzh, antellet evit pakañ evnigoù, na nijit mui a biklammoù, chomit en ho neizhioù, pe it d'al lec'hioù pell.

1867
Daveenn : MGK p16

Dioc'htu e ra e neizh, e tozv, e c'hor e vioù, / Hag e tigloz labousigoù.

1867
Daveenn : MGK p52

Ar spont a zo en neizh gwashoc'h eget biskoazh.

1867
Daveenn : MGK p53

Da c'houloù-deiz, / E oa goullo ha yen o neizh.

1867
Daveenn : MGK p54

Ur beleg katolik a zo un evn gwenn ervat ; Hiriv ’mañ el lanneg, warc’hoazh e vo er c’hoad ; Disul en un neizh pig, dilun en un neizh bran, Hag el lec’h ma tebr lein ne zebr nep tro e goan.

1877
Daveenn : EKG.I. p.101

Graet da Vilzig e dammig neizh en bourzh.

1925
Daveenn : BILZ2 p.168

Raktal ar rakzorioù a fiñvas en ur drouzal war o mudurunoù ha, dre[iz ?] an toulloù anezho ec'h en em silas un niver bras a veajourien ker sammet, ar c'halz anezho, hag ul [sic] toullad merien o tistreiñ d'o neizh. Ken niverus all eo war ar frankizenn, an dud a c'hortoz o zro da bignat en tren da gemerout al lec'hioù lezet goullo gant ar re a oa erruet e penn o beaj.

1929
Daveenn : SVBV p.8

Gwelout a raen ivez koadoù al Losked, Milin ar C'hoad ha Kistinig leun a a neizhioù pig, kegin, skoul, sparfell, moualc'h, turzhunell, koulm, bondrask ha gwiñver.

1929
Daveenn : SVBV p.15

neizh erer

1931
Daveenn : VALL pg aire (de l'aigle)

Glaoda a zimezas pa oa graet e neizh gantañ, d'ur plac'h damdost a oad gantañ, Anna-Mari Roparz eus an Hellegoad, Bolazeg, a zaremprede pell a oa.

1944
Daveenn : EURW.1 p13

Eno 'oa an neizh tomm e oan bet savet ennañ [.]

1944
Daveenn : EURW.1 p.157

War dosenn Sant-Weltas, neizh bran gwintet etre an douar hag an neñv, e oa un tour bras hag uhel, ennañ c’hwec’h estaj leun a gambroù evit lojañ barzhed ha brogarourien Vreizh, o doa graet etrezo ur seurt Leandi.

1944
Daveenn : EURW.1 p.213

« Ha ! ha ! bremaik e vo c’hoarzhadeg, » eme ar marichal, « bremaik e vo tapet Satanaz war e neizh. »

1944
Daveenn : ATST p.115

Lavarout a reas : - Me 'gav brav toulligoù [sic] ho tivjod, pa vousc'hoarzhit. - Neizhi ar pokoù, « paloma » (va c'houlm), pa vezer bet fur.

1949
Daveenn : SIZH p.56

Setu graet hon troiad gant tizh, / Ha ni distroet war hor c'hiz ; / Met n’edo ket ar voualc'h en neizh.

1960
Daveenn : PETO p45

Hervez a lâr, emañ o klask / Ul louarn fin e loch ar yer, / Pe ur goukoug e neizh an drask, / Ha bet eo bet e meur a gêr.

1960
Daveenn : PETO p33

Ha birviñ a rae ar vuhez a bep tu, neizhioù laboused a gaved a-ispilh ouzh ar plant troell, met ivez neizhiadoù gwesped, hag a veze peurvuiañ en uhelder ho fri, ur riskl deoc'h eta da vezañ flemmet, gant un dra vat koulskoude ne veze nemet un nebeud bihan a loened e pep neizh.

1985
Daveenn : DGBD p91

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial