Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Doare eus an amzer ma vez distabil ha tredanek ha ma vez luc'hed, kurun, glav-pil pe gazarc'h. Arnev zo. Gwall arnev zo bet. Ur barr-arnev, ur barrad-arnev. Un taol-arnev. En em zastum, sevel a ra an arnev. Tarzhañ a ra an arnev. Goriñ a ra an arnev : emañ o tostaat. Avel arnev : avel glouar a ziougan emañ an arnev o tostaat. Glav arnev. 2. RANNYEZH. Tanfoeltr. Kouezhet eo an arnev war ar saprenn.

Skouerioù istorel : 
28
Kuzhat roll ar skouerioù

arnev

1699
Daveenn : Har. pg arnev (orage)

Broutac'het eo al laezh gant an arnev.

1850
Daveenn : GON.II pg broutac'ha (Le lait a aigri par l'orage).

Ur gwall arnev a zo bet dec'h.

1850
Daveenn : GON.II pg arné (Il y a eu un fort orage hier).

arnev

1850
Daveenn : GON.II pg arnan (Orage. Temps d'orage, de tonnerre. Chaleur d'orage). (En Vannes, "arnan" ou "arnañ").

arnev

1850
Daveenn : GON.II pg arné (Orage. Temps d'orage, de tonnerre. Chaleur d'orage).

arnev

1850
Daveenn : GON.II pg arné (Orage. Temps d'orage, de tonnerre. Chaleur d'orage).

arnev

1850
Daveenn : GON.II pg arné (Orage. Temps d'orage, de tonnerre. Chaleur d'orage), arnan

Klogorennañ a ra an dour gant ar glav-arnev.

1850
Daveenn : GON.II pg klôgôrenna (L'eau se couvre de bulles par la pluie d'orage).

Arne a vize, ma vize nebeutoc'h a avel.

1850
Daveenn : GON.II p.84, livre second, (Il y aurait de l'orage, s'il y avait moins de vent).

Bremañ hep karantez / Kalz a dud a zimez, / Hag a-benn daou zervezh / Ma vez bet an eured, / Bagig an daou bried, / Gant arnev ha gwall vor, o tont da zisturiañ, / A sko oc'h ar c'herreg hag a ya d'ar oueled.

1867
Daveenn : MGK p58

« Mat e ve marteze / Digas avel izel war-lerc'h ur barr arnev ? »

1867
Daveenn : MGK p88-89

Setu ar goulm o vont digor he divaskell hag ur valkenn zu-pod rag-enep o sevel. Rankout voe d'al labous klask bod ouzh ur wezenn, he-unan er vro-se, outi dibaot delienn. Ar goulm hanter strobet, pa voe aet an arnev, un derzhienn riv ganti, a c'hournij ac'hane.

1867
Daveenn : MGK p19

Lestrig, digor prim da ouelioù, / Dinec’h, nij skañv dreist ar c’hoummoù : / Mestr bras ar mor da ziwallo / Kreiz ar gerrek, an arnev.

1877
Daveenn : EKG.I. p.28

gwashaat a raio ar c'hig gant an arnev

1909
Daveenn : BROU p. 247 (se corrompre)

arnevn

1909
Daveenn : BROU p. 203

barr-arnev

1909
Daveenn : BROU p. 203

Ma tro diouto eo dre ma ’z eo an dud-se, e gwirionez, du ha drouk betek mel o eskern, daspugnet m’emañ en o c’hreiz kement gwallnamm a zigas kleñved, digened, dinerzhded, dizunvaniezh, dispac’h, brezel, sklavelezh, koll trevadoù, pore loened, kazarc’h, arne, kren-douar, dour-beuz, marv.

1924
Daveenn : SKET.II p.63

En em varreka da c’houzañv noz, arne, gouelec’h, hirnez, tommder, naon, sec’hed, skuizhder (3).

1924
Daveenn : SKET.II p.32

arnev

1927
Daveenn : Geri.Ern pg arne(o)

arnev

1927
Daveenn : Geri.Ern pg arne(o)

arnevioù

1927
Daveenn : Geri.Ern pg arne(o)

arnev

1927
Daveenn : Geri.Ern pg arne(o)

arnevioù

1927
Daveenn : Geri.Ern pg arne(o)

E Montroulez e voe taolet pled ne oa ket ur gwall doullad unvaniezh etre ar « Barizianed » hag ar « Vrezhonegerien ». Aes e oa gwelout e oa div gostezenn o tiwanañ, hag e vije arne ur wech bennak… E Gwened, ar foz a zonaas c’hoazh etrezo.

1944
Daveenn : EURW.1 p.131

Ha ne c'hwezhe ket feson un arne war beoc'h e ene ?... Habask n'oa ket mui...

1949
Daveenn : SIZH p.48

Deoc'h-c'hwi holl 'vin amañ feal / Hep ma ve ganin-me keal / D'ho kuitaat na d'ho tilezel / Daoust d'an arnev ha d'ar brezel. / Eus ho feiz e vin ar c'hlaouenn / Tra ma paro he sklêrijenn / E strad don ho teñvalijenn.

1960
Daveenn : PETO p25-26

Ar pezh a zo o tiforc'h ar muiañ barroù arnev ar broioù-se diouzh re hor bro eo e vez kalz muioc'h a gurun, hag e tarzh kalz muioc'h al luc'hed etre ar c'houmoul eget ne ra dre amañ ma weler alies a-walc'h reoù o tarzhañ etre ar c'houmoul hag an douar.

1985
Daveenn : DGBD p17

E-pad ar miz-du-se avat ez on bet meur a wech evel brevet va c'horf ouzhin, dreist-holl pa vouzhe en-dro deomp barroù arne ha ne vennent ket tarzhañ.

1985
Daveenn : DGBD p91

Notennoù studi

Lenn a reer e geriadur ar Gonideg e vez graet gant "arnan" pe "arnañ" e Bro-Wened.

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial