Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(db. an dud, an traoù) 1. (gt ur v. en e st. nac'h pe goude hep) [1499, 1622, 1659, 1732, 1924, 1931] Nep hini. Na welet nikun. Hep respetiñ nikun, hep sellet ouzh nikun. Ur wech kollet he far gant an durzhunell ne gemer mui nikun. Hep lezel nikun. Nikun ne zeuas. & Trl. N'eus nikun a oufe ober krampouezh mat gant bleud fall. & N'ober netra eus nikun : n'ober tra vat ebet. 2. (gt ur v. en e st. kadarnaat, goude ar stl. eget pe an droienn kenkoulz ha) Hini all ebet. Anavezout a ra ar vro-mañ gwelloc'h eget nikun. Gouest eo da gerzhet kenkoulz ha nikun.

Skouerioù istorel : 
34
Kuzhat roll ar skouerioù

nikun

1499
Daveenn : LVBCA p151 (null)

Ha neuze unan anezhe peheni a yoa mestr war an re arall a lavaras : « Gouvez envat, Sezar, penaos nigun ne c'hallas biskoazh rezistañ ouzhomp, [hep] na vihe inkontinant faezhet ! »

1576
Daveenn : Cath p14

En trede, [eo ret,] goude bezañ en em laeket d'an daoulin dirak an c'hofeser ha lavaret Confiteor bede mea culpa, kofes tout e holl bec'hedoù hep lezel nigun gant e goun mat, ha goude-se ober devotamant ar binijenn peheni a vezo ordrenet gant an c'hofesour.

1622
Daveenn : Do. p42

nikun

1659
Daveenn : LDJM.1 pg aucun, nul

D'an trede, goude bezañ en em laket d'an daoulin dirak ar c'hofesour, ha lavaret ar c'honfiteor bete mea culpa, kofes tout e holl bec'hedoù, hep lezel nikun a-ratozh-mat, ha goude-se ober devotamant ar binijenn a vezo bet ordrenet deoc'h.

1677
Daveenn : Do. p43

hep respetiñ nikun

1732
Daveenn : GReg pg acception, (sans avoir) égard (à personne)

n'am eus gwelet nekun

1732
Daveenn : GReg pg ame

pa vez ur wech kollet he far gant durzhunell, ne gemer mui nikun

1732
Daveenn : GReg pg apparier

nikun

1732
Daveenn : GReg pg aucun (aucun, nul)

n'am eus gwelet nekun

1732
Daveenn : GReg pg aucun (aucun, nul)

n'am eus gwelet nikun

1732
Daveenn : GReg pg aucun (aucun, nul)

hep grad nekun

1732
Daveenn : GReg pg (sans) congé (de personne)

hep koñjez digant nikun

1732
Daveenn : GReg pg (sans) congé (de personne)

pe dirak piv ? dirak den ebet, dirak nikun

1732
Daveenn : GReg pg devant (qui ? devant personne)

disparisañ hep rat da nikun

1732
Daveenn : GReg pg (s') éclipser (disparoître)

Ur gouenn milliget a c'houlenn burzhudoù ha ne welo nikun eme Jezuz-Krist.

1732
Daveenn : GReg pg generation (Une generation mechante & illégitime demande des miracles, on ne lui en fera point voir.)

Ur bobl fall ha bastard a c'houlenn burzhudoù, ha ne welo nikun eme Jezuz-Krist.

1732
Daveenn : GReg pg generation (Une generation mechante & illégitime demande des miracles, on ne lui en fera point voir.)

An aotrou Doue a zo oazus eus e c'hloar, hag a lavar n'he roy da nikun.

1732
Daveenn : GReg pg gloire (Dieu est jaloux de sa gloire, & dit qu'il ne la donnera à personne, dit l'Ecriture.)

Entre an holl visoù ned eus nekun kasaüsoc'h egit an ingrateri.

1732
Daveenn : GReg pg haïssable (Il n'y a point de vice plus haïssable que l'ingratitude.)

n'em eus gwelet nikun anezho

1850
Daveenn : GON.II pg nikun

nikun

1850
Daveenn : GON.II pg nikun

Nikun

1850
Daveenn : GON.II p.28, livre premier, "aucun, aucune".

[H]ag, o vezañ m’oa deut ar bed disheñvel d’an dud, ne zeuas nepred war spered nikun advevañ ur c’hiz bet digemeret hepken da heul enkderioù dibadus.

1923
Daveenn : SKET p.46

Tri bed avat a oa. Bez’ e oa Aedobitus pe Tenedobitus [2], « Bed an Tan », mammenn pep luc’h ha pep gwrez, n’en deus gallet biskoazh krouadur, dezhañ kig hag eskern, gouzañv ar sked hag an tommder anezhañ, n’en deus nikun tizhet biskoazh, ha ne dizho biken, mont en e ziabarzh.

1923
Daveenn : SKET p.26

Derkeia a hejas he fenn. « Sko ouzh an teir, emezi, pe na sko ouzh nikun. »

1923
Daveenn : SKET p.112

Ar vro a zo diwallet gantañ a guitais, ur vro uhel ha santel dreist d’ar re-all, nesoc’h d’an neñv eget nep bro, leunoc’h eget nikun a vouezhioù doueel na davont nepred, o tassoniñ dalc’hmat gant hiboud an eienennoù, kroz ar froudoù hag al lammdourioù, sarac’h ar c’hoadoù, garm an evned ha blej an tropelloù ; douar geotus, edus, houarnus, perc’hennet dre ar c’hleze gant hor gourdadoù, goude un niver emgannoù, ha deut da hêrezh ar gouennoù illur a vez maget enno ar wazed hag ar maouezed brasañ, kaerañ, krenvañ ha gwellañ eus ar bed.

1923
Daveenn : SKET p.12

Nikun n’eus gouezet, rak ouzh den n’en deus anzavet ar mennozioù o devoa d’ar c’houlz-se trubuilhet e spered hag e ene…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1026 (Gouere-Eost 1924)

nikun

1931
Daveenn : VALL pg aucun

hep sellout ouzh nikun

1931
Daveenn : VALL pg (sans) acception (de personne)

nikun ne zeuas

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

Ha nikun all ne ve er vro / A rafe c'hoazh hevelep stuz ?

1960
Daveenn : PETO p46

N'anavan-me 'met Reizh Doue, / Hor Salver ker, ha nikun all[,] Da zilenn gwirion Mad diouz Fall.

1960
Daveenn : PETO p79

Ha moarvat n'eus nikun iskisoc'h egetañ e-unan.

2012
Daveenn : DJHMH p. 75

Nikun avat ne gomze ganti.

2023
Daveenn : DREAM p. 107

Etimologiezh

Amprest, kar d'ar spagnoleg "ninguno" hini ebet, den ebet.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial