(er relijion gatolik)
Sakramant roet d'un den zo e par ar marv dre eouliañ e gorf gant an olev sakr.
Kaout an nouenn. Ur vagad tud yaouank beuzet hep nouenn na sakramant. Sakramant an nouenn.
M. Pe da dra e servij ar Sakramant a'n Nouenn ? Evit hon naetaat eus ar pec'hedoù a c'halze bezañ restet deomp ha reiñ deomp nerzh evit rezistañ d'an anuioù ha d'ar boan a'r c'hleñved ha da demptasionoù an aerouant.
M. Pe da tra ez seruig an Sacramant an Nouen? D. Euit hon netat ves an pechedaou à galse bezaff restet deomp ha reiff deomp nerz euit resistaff da-n annyou, ha da-n poan a-n cleuet, ha da tentationaou an azroant.
1622
Daveenn :
Do.
p46
M. Pet sakramant zo en Iliz ? D. Seizh. M. Pere int-i ? D. Badiziant, koñfirmasion, pinijenn, sakramant an aoter, sakramant a nouenn, urzh ha priedelezh.
M. Pet sacramant so e-n Ilis? D. Seiz. M. Pere int-y? D. Badizant, Confirmation, Pinigen, Sacramant an Auter, Sacramant à Nouen, Vurz, ha Priedelez.
1622
Daveenn :
Do.
p38
nouenn
Nouen
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg Extreme-Onction
[M.] Da petra servij ar sacramant a Nouenn ? D. Evit hon naetaat eus ar pec'hedoù a c'halle bezañ restet deomp, ha reiñ deomp nerzh evit rezistañ ouzh anuioù ha poanioù ar c'hleñved, hag ouzh temptasion an aeraouant.
[M.] Da petra servich ar Sacramant à Noüen? D. Evit hon nettaat eus ar pec'hedou à halle beza restet deomp, ha rey deomp ners evit resista ous annuyou ha poaniou ar c'hlenvet, hag ous temptation an azraoüant.
1677
Daveenn :
Do.
p47
kaout an nouenn, sakramant a nouenn
cahout an nouen, sacramand a nouënn
1732
Daveenn :
GReg
pg (recevoir l') extrem'onction
reiñ an nouenn
rei an nouënn, reiñ an nouyeen
1732
Daveenn :
GReg
pg donner (l'extrem'onction)
bet en deus an nouenn
bet èn deus an nouënn
1732
Daveenn :
GReg
pg (il a reçu l') extrem'onction (on l'a mis en extrem'onction)
an nouenn
an nouënn
1732
Daveenn :
GReg
pg extrem'onction (un des sept sacremens)
an nouenn
en nouyeenn
1732
Daveenn :
GReg
pg extrem'onction (un des sept sacremens)
kas an nouenn
caçz an nouënn
1732
Daveenn :
GReg
pg (portre l') extrem'onction
nouenn
nouen
1850
Daveenn :
GON.II
pg nouen
O welet ne gleve netra gant den, e lakeas embann dre bevar gorn ar bourk, gant e soudarded, e oa deuet d’ar presbital Herve Gorrebloue da glask unan eus ar veleien da vont buan-ha-buan da reiñ sakramant an Nouenn d’e vevel, a yoa faoutet e benn gant un taol ru digant ar marc’h-limon.
O velet ne gleve netra gand den, e lakeaz embann dre bevar gorn ar bourk, gand he zoudarded, oa deuet d’ar presbital Herve Gorrebloue da glask unan euz ar veleien da vont buan-ha-buan da rei sakramant an Nouen d’he vevel, a ioa faoutet he benn gand eun taol ru digant ar marc’h limounn.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.248-249
Eno e vezent kavet pa veze ezhomm anezho evit reiñ Sakramant ar Vadiziant d’ar vugale, pe Sakramant an Nouenn d’ar re glañv.
Eno e vezent kavet pa veze izoum anezho evit rei Sakramant ar Vadiziant d’ar vugale, pe Sakramant an Nouen d’ar re glan.