Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Lidoù a vez da-geñver marv un den. Obidoù kaer zo bet graet gantañ. Paeañ an obidoù. [1954] Ac’hanta, pa voe bet lidet hec’h obidoù war an ton bras, goude ma voe bet skuilhet gant pep hini e lod a zaeroù, den ne vane da virout ouzh an intañv d’ober diouzh ma troje en e benn [...].

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Pa veze lidet e Priel un eured e ti tud a beadra, ur vadeziant pe obidoù war an ton bras, bep gwech e veze pedet Soaz Sapeur d'ober war-dro ar gegin, rak goût'ouie koulz ha den ar stek d'aozañ boued.

1954
Daveenn : VAZA p.11

Ac’hanta, pa voe bet lidet hec’h obidoù war an ton bras, goude ma voe bet skuilhet gant pep hini e lod a zaeroù, den ne vane da virout ouzh an intañv d’ober diouzh ma troje en e benn, ha tamm ebet ne oa tuet da blegañ da Soaz Sapeur a blede du-mañ gant ar gegin, hag a rae ivez diouzh red war-dro an ostaleri hag ar stal.

1954
Daveenn : VAZA p.48

A-wechoù ivez ne baden ken gant ar chifet e vezen : « Ma ! e lavaren neuze, ha pa vefe ret din kerzhout betek Moskov war droad, faezh ha kailharet evel Boudedeo dindan ar seizh amzer – met allas, hep e bemp kwenneg [sic, gwenneg] ! – mirit ’ta ho madoù ha serrit ho kraban warno, rak un dro bennak ho po da ziskregiñ diouto, ha Douget e viot d’ar bez en noazh / ha pa vefe kanet hoc’h obidoù war an ton bras !

1955
Daveenn : VBRU p.11

Notennoù studi

S.o. "obid"

Ofis publik ar brezhoneg