Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Zo war ober. Er gennad prevez e vir ar moneiz ur roll oberiat. En un oberatadenn, emañ ar roll oberiat gant ar surjian, ar roll gouzañvat gant ar c'hlañvour. & Trl. Buhez oberiat : lodenn eus ar vuhez ma pleustrer ur vicher. HS. oberiant, greant.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

Naet-tre e oa pep tra warni hag en-dro dezhi ; eskuit e oa hag oberiat, o vezañ dalc’hmat gant ul labour bennak.

1923
Daveenn : SKET p.41

Dizaon, eeun, gwirion, leal, karantezus, azaouezus ouzh dremm-den ken ma n’houljent flemmañ ur c’har dezho pe ur c’heneil dre ober pe dre c’her, kehelus d’an doueed, doujus d’an anaon, leun a boell hag a veiz, oberiat, akuit en emgannoù, ampart el labourioù-peoc’h, evel-se ez oant pa lavaran !

1923
Daveenn : SKET p.121

oberiat

1923
Daveenn : SKET p.189, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Actif".

oberiat

1924
Daveenn : SKET.II p.136 « Geriadurig », "Actif".

oberiat

1931
Daveenn : VALL pg (verbe) actif

An aotrou Lazaridis a gelenn e Skol-Veur Pireas, ezel oberiat eo ivez en aozadur skolveurel, Kengevread Hollc'hresian Uniadoù ar C'hoskorioù Kelenn hag Imbourc'h. Hag ar c'hendaelioù en estrenvro a zo ivez, evel-just. Ezvezant e vez alies-tre.

2015
Daveenn : EHPEA p125

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial