Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Str. 1. Frouezh debradus an olivezenn, hirvoan o stumm, glas-gwer o liv, arzu pa vezont azv, pep a askorn enno, a denner eoul diouzh o bouedenn. Olivez du, olivez glas. Eoul olivez. & Gwez-olivez, ur wezenn olivez : olivez, un olivezenn. 2. Gwez-olivez. & Menez an Olivez : Menez an Olivezenned. & Ar Jardin Olivez : lec'h ma pedas Jezuz-Krist gant e ziskibien a-raok bezañ harzet (s.o. ar Jardin Glas). [1878] En em erbediñ a reas ouc’h Jezuz en doa e-unan en em erbedet ouc’h e Dad, er Jardin Olivez, hag a ouie peger kriz eo ar marv da bep den. II. H.g. Prenn ar gwez-se end-eeun. Ul loa olivez.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

gwezenn-olivez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg oliuier

barr olivez

1732
Daveenn : GReg pg branche (d'olivier)

olivez

1850
Daveenn : GON.II.HV pg olivez (olive, fruit de l'olivier).

olivez

1850
Daveenn : GON.II.HV pg olivez

Roit din eo[u]l olivez.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg olivez (donnez-moi de l'huile d'olive).

olived

1850
Daveenn : GON.II pg olivez (olive, fruit de l'olivier. une seule olive, "olivézen". Pl. "olivez" ou "olived"), pg olivézen (olivier, arbre qui produit l'olive. Pl.)

olivez

1850
Daveenn : GON.II pg olivézen (olivier, arbre qui produit l'olive. Pl.)

gwezenn-olivez

1850
Daveenn : GON.II.HV pg gwézen-olivez ou olived (voyez "olivézen").

En em erbediñ a reas ouc’h Jezuz en doa e-unan en em erbedet ouc’h e Dad, er Jardin Olivez, hag a ouie peger kriz eo ar marv da bep den.

1878
Daveenn : EKG.II p.270

Sell Goulc'hen ! emeve d'ur c'henvroad, azezet ez eeun din, sell 'ta ! emaomp en em gavet damdost da Vassalia (Marseille), rak santout a ran c'hwezh ar c'hignen gant tud ar vro-mañ ! Ha te, kenveajour, c'hwezh peseurt a santez ?... – C'hwezh an ognon emezañ din ! – Ma, tanav eo da fri, keneil, rak skoet-mat ec'h eus, m'el lavar dit ! pa'z eo gwir Kreisteiziz n'o deus da lonkañ nemet soubenn an ognon bep pred : soubenn an ognon, kignen hag olivez mesk-ha-mesk, d'o lein, d'o merenn, d'o merenn-enderv, d'o c'hoan ha d'o askoan !

1929
Daveenn : SVBV p9

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial