1. Str.
Gwez bras, stank e koadeier Breizh, o anv spesad Fraxinus excelsior, louet o rusk ha du o broñsoù, dezho delioù rannet e meur a zeliennig (nav, unnek pe drizek), a gresk en douaroù druz ha gleb.
Delioù onn.
&
Onn gwenn : onn.
&
Onn du : evlec'h.
2. H.g.
Prenn gwenn, gwevn ha kalet ar gwez-se end-eeun.
Ur berchenn onn. Botoù-koad graet gant onn. Koad onn.
&
Gwez-onn, ur wezenn-onn : onn, un onnenn.
« Beure-mat ez eas an Tad en e raok, gantañ e vataraz war e skoaz ; hag hen o kerzhout sart a-dreuz ar c’hoad ; hag oc’h ober e dremen etre kefioù ar pin hag an derv, ar faou hag an onn, ar bezv hag an efl. »
« Beure-mat ez eas an Tad en e raok, gantan e vataraz war e skoaz ; hag hen o kerzout sart a-dreuz ar c’hoad ; hag oc’h ober e dremen etre kefiou ar pin hag an dero, ar fao hag an onn, ar bezo hag an efl. »
1923
Daveenn :
SKET
p.36
Eno e voen diskennet gant ar bir en ur frankizenn e-kreiz gwez tilh hag onn.
Eno e voen diskennet gand ar bir en eur frankizenn e-kreiz gwez tilh hag onn.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.76
Notennoù studi
Reiñ a ra Kervarkêr e Geriadur ar Gonideg al liester "où", ha n'eo ket testeniekaet pelloc'h.