Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Klañvdi kevredik. Bezañ kaset d'an ospital. Un ospital skol-veur. Un ospital rannvro. & Trl. PEMDEZ Ospital ar re gozh : doare ospital, pe rann ospital, ma vez degemeret an dud war an oad zo da vezañ evezhiet o yec'hed en un doare ingal. Ospital ar re sot, ar re foll : ospital ma vez prederiet tud taget gant ur c'hleñved bred.

Skouerioù istorel : 
16
Kuzhat roll ar skouerioù

ospital

1499
Daveenn : LVBCA p154 (ospital, maison dieu)

ospital

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Hospital

maestr an ospital

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Hospitalier

sevel un ospital hag e rentañ

1732
Daveenn : GReg pg fonder (Fonder un Hôpital, & lui assigner un fond de revenus.)

fontañ un ospital

1732
Daveenn : GReg pg fonder (Fonder un Hôpital, & lui assigner un fond de revenus.)

fontet un ospital

1732
Daveenn : GReg pg fonder (Fonder un Hôpital, & lui assigner un fond de revenus, pp.)

savet un ospital hag e rentañ

1732
Daveenn : GReg pg fonder (Fonder un Hôpital, & lui assigner un fond de revenus, pp.)

sevel un ospital hag e argoulaouiñ

1732
Daveenn : GReg pg fonder (Fonder un Hôpital, & lui assigner un fond de revenus.)

savet un ospital hag e argoulaouiñ

1732
Daveenn : GReg pg fonder (Fonder un Hôpital, & lui assigner un fond de revenus, pp.)

ober dañsig an ospital

1732
Daveenn : GReg pg froter (Se froter conme les gueux.)

Mad a reas, rak o welet se, Canclaux ne gredas ket dont war hor lerc’h zoken betek an Ospital ; e-feson, e soudarded ne gavent ket aes kaout tennoù fuzuilh.

1877
Daveenn : EKG.I. p.272-273

Pevar bugel ha bara da reiñ dezho ?… — Evelkent unan a re ho peus, Izabel, eme unan eus ar glufaned. Kasit anezhañ war ar maez, pe d’an ospital ; unan eo deoc’h na kar na par…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.813 (Miz Genver 1924)

KUZUL-MERAÑ AN DEPARTAMANT [Mor-Bihan]. — Setu amañ anvioù an dud a vo er c'huzul-se ; An Ao.Ao. : Yann Camenen, kuzulier-meur ; Loeïz Guillois, maer Ploermael, kuzulier-meur ; Firmin Tristan, kannad, prezidant ar C'huzul-Meur ; Marsel Guihot, prezidant kambr-goñvers ar Mor-Bihan ; Herri Herr, prezidant Kef ar Goproù-Tiegezh ; Huber Jegourel, pennmedisin ospital Pondi ; Loeïz Le Laennec, prezidant Unvaniezh sindikajoù al labourerien-douar ; Jozef Le Rouzic, maer Karnag ; Jozef Lucas, pesketaer.

1941
Daveenn : ARVR niv. 7/3a

Er penn-kentañ eus an teir sizhun am eus tremenet dindan toenn va madoberour, hemañ en em lakaas da sevel ur son diwar-benn ur plac'h kozh hag he doa bet ar gwalleur da reiñ an dilez d'he mab, hag hemañ he lakas er c'hlañvdi, en ospital Kemperle !

1982
Daveenn : VZMB p121

amañ e ris anaoudegezh gant ur Breizhad, hag a oa, a c'heller lavarout, un amezeg din peogwir e oa eus tiegezh ur marc'hadour hadoù eus Landerne), polis, post hag ospital

1985
Daveenn : DGBD p44

"War beseurt micher emañ e wreg?" "Korrvevoniourez eo en ospital Elpis."

2015
Daveenn : EHPEA p49

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial