Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (gant ur v.) Termen a dalvez kement hag int hepken. O-unan o deus savet an ti-se. 2. (gant un ak., ur rag., un ar. displ.) Termen a dalvez da bouezañ war merk an trede gour lies. Ne rafent ket an dra-se evit o c'herent o-unan ? O hini o-unan eo. Dezho o-unan em boa lavaret an dra-se.

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

Ne zigasint netra ganto o-unan.

1850
Daveenn : GON.II p.65

Er c’hiz-se a rae an noblañs kozh. Evit kaout digant Doue ar pardon eus o fec’hedoù, evit reiñ bara ha dilhad d’ar paour, mignon Doue war an douar, e roent lod eus o leveoù da venec’h ha n’o doa da ober nemet pediñ Doue evit o madoberour, ha labourat an douar a-dro-war-dro, roet dezho, evit en em vevañ o-unan, ha reiñ bara d’an neb a deue da c’houlenn da harz toull o dor.

1877
Daveenn : EKG.I. p.34

Tud Trelaouenan o doa roet deomp kement a yoa en o zi, evit gwir, mes n’edont ket o c’hortoz ac’hanomp-ni ; dre-se n’o doa poazhet nemet evel m’oant boas da ober evito o-unan.

1878
Daveenn : EKG.II p.13

Ezhomm ebet dezho sevel en o sav, pa vezent en o c’hoazez, ha dilec’hiañ da vont d’o c’herc’hat ; anezho o-unan e teue ar binvioù daveto.

1923
Daveenn : SKET p.76

War un taol diñs e lakont en arvar o frankiz o-unan ha frankiz o gwreg hag o bugale.

1924
Daveenn : SKET.II p.66

Keit ha ma pade ar goañv, Bilzig, en ti-nezañ, gant ar merc’hed, ar wazed, a ziske ar pez o devoa o-unan disket gant o zadoù-kozh. Skol vat, ar gwellañ skol.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.973 (Even 1924)

Setu perak en deus soñjet Daly e froudoù diouto o-unan evit hen ober.

1943
Daveenn : TNKN p74

Met penaos dont a-benn eus ur seurt labour, a seblante graet en aner, peogwir e oa tonket ar brezhoneg da vervel, gouez d'an eskibien o-unan ?

1944
Daveenn : EURW.1 p56

Kalz a vourc'hizien a Vreizh-Izel a anavezo o zi o-unan e poltred hini ma zud-me.

1944
Daveenn : EURW.1 p6

Kalz a zeske neuial o-unan.

1944
Daveenn : EURW.1 p25

Mezvet eo ar ganerien gant o fringol o-unan ha gant anal domm an noz.

1949
Daveenn : SIZH p.39

Ur vignoniezh speredel, ya ! a-dra-sur. Skouerioù a zo bet, ur voem, eus ar seurt darempredoù etre ar Sent o-unan.

1949
Daveenn : SIZH p.49

Gwir ar Vretoned eo ober o-unan war-dro o sevenadur ha kement tra a sell outo.

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.4

O divroañ ne oa ket ul lusk emskiantek evit gounit gouiziegezh ha fiziañs enno o-unan, met ne oa nemet un tec'h mezhek dirak ar baourentez.

1985
Daveenn : DGBD p53

N'em boa ket klasket gouzout hag un dra vat e vije bet goprañ mammoù en o-unan nemetken.

2013
Daveenn : YUDAL p20

Arabat kennebeut kontañ war ar fed e teuy atav ar polis da herzel ar stourmerien -dibenn skrijus- rak gallout a ra an dud e karg soñjal ez eus muioc’h a riskloù -evit an dud o-unan, pe war an dachenn bolitikel- ma tibabont mont dre heg.

2015
Daveenn : DISENT p77

Diaes eo sammañ an traoù-se war tachenn ar politikerezh, rak broudañ a ra an dud d'en em vac'hañ e-barzh ur sistem e-lec'h ma ra fae an eil renkad sokial ouzh egile, ur sistem a ouennelouriezh a spered, ur mod boutin da gevredigezhioù direizh an hiniennoù d'en em lakaat da varnerien kalet [galet], strizh ouzh dislavaroù ar re all met morse ouzh o dislavaroù dezhe o[-]unan.

2015
Daveenn : DISENT p64

Ni zo peder retredadez, en o-unan. N'hon eus na bugel na ki.

2015
Daveenn : EHPEA p12

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial