Er baradozig-se d'an ampoent ma oan-me distro d'ar gêr, e oamp pevar o chom : an ozhac'h, ma zad oadet a 65 vloaz, noter eno abaoe tost da dregont vloaz ; an itron, ma mamm, na zilezas gwech ebet he dilhad giz Treger, gant he c'hoef gwenn, a veze graet « kallegenn » anezhañ, he chal pe mouchouer du, he zavañjer dantelezet ; ur vatezh yaouank anvet Marianna Touboulig ; ha me, ar mab pennhêr, a oa ma zad o fiziout warnon da gemerout e garg noter, p'am bije graet tri bloaz deskoni gantañ.
Ha mar plege an heol benniget da vezañ a-du gant ar wreg hag an ozhac’h yaouank, neuze 'vat e teuen da grediñ en devoa an Aotrou Doue kaset gwareg-ar-glav e-maez e zoull e pell-pellañ an neñvoù, ha graet dezhi diskenn betek amañ da gaeraat muioc’h c’hoazh hon hentigoù ken mistr, o kammigellañ etre daou c’hleuz alaouret bennozh d’al lann ha d’ar balan, pe e lec’h all etre girzhier gant skav pe spern gwenn en o bleuñ.
[...] perak ’ta chom da varc’hata ? koulz ha lidet e oa dija an eured-se. Ya, met ankounac’haet krenn he devoa Soaz kaezh goulenn ali an ozhac’h da zont.
E koulz hag e kentel e oan bet embannet en iliz hag e ti ar C’hoñsul e Moskov, gant se ’ta e oa ret mat din erruout du-hont dindan an termen merket, rak diaviz a-walc’h e vefe bet un ozhac’h yaouank o tont davet e wreg an deiz war-lerc’h an eured.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
ozhac'h-meur