Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Trl. sonnet. [1659, 1850] Mont war e balavanoù : mont, bale, o kemer harp war an daouarn. HS. mont war e barlochoù, mont war e grabotoù, mont war ar c'hrabotinoù, mont war e garavelloù.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

mont war e balavanoù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (aller a) chatons

parlafanoù

1850
Daveenn : GON.II pg palafanou, parlafanou

mont war e balafanoù

1850
Daveenn : GON.II pg palafanou

parlafanoù

1850
Daveenn : GON.II pg palafanou, parlafanou

parlafanoù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg barlafanou (Voyez "palafanou").

Notennoù studi

Anavezet eo ar ger "parlafan" e Eusa, evit envel ar sourd, gouez da c'heriadur Dom Malgorn [BROU] war brezhoneg an enez. E geriadur Eusa atav e ro Dom Malgorn an troiennoù "mont war e grabotoù" ha "mont war ar c'hrabotinoù" evit "mont war e barlochoù". Ar ger krabot(in) a c'hallfe bezañ un amprest digant ar galleg "crapaud" (touseg). Gallout a reer soñjal ez eo bet hevelebekaet doare dilec'hiañ ar vugale vihan ouzh hini an dielfenneged (ran, sourd pe touseg) neuze. Lenn a reer e GON.II. ne oa bet kavet ar ger-mañ gant ar Gonideg nemet en dro-lavar "Moñd war hé balafanou".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial