Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Kard (eus un dra muzuliet bnk. prl.) (1/4). Ur palefarzh eus ur grampouezhenn. Ur palefarzh lev. Kentañ palefarzh ar c'hantved-mañ. HS. pevarvedenn. & Trifalefarzh : tri c'hard. An trifalefarzh eus al labour a oa bet graet. HS. trifarzh. & Trl. Palefarzh douar : devezh-arat. 2. Trl. skeud. (impl. da stn.) Brezhoneg, galleg palefarzh : direizh-tre, kalz a fazioù ennañ. [1955] Bez oa em c’hombod pa loc’has an tren e Berlin, ur beajer-kenwerzh eus Varsovia, ur c’hwil latennet-dreist anezhañ, ha goude ne gomze nemet galleg palefarzh, ne roe peoc’h ebet din gant ar c’hoant en en doa d’ober pratique de français hervez ma lavare merc’hed ar Yacht-Klub e Stokholm. & Genoù palefarzh : penn mouzhet.

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

palevarzh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg quart

palevarzh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg paleuarz

hanter palevarzh avel

1732
Daveenn : GReg pg boussole

palevarzh avel

1732
Daveenn : GReg pg boussole

palefarzh

1850
Daveenn : GON.II pg palévars (quart, la quatrième partie d'un tout. quartier. quarteron), pg péran ou pérann, pévaren

palefarzhioù

1850
Daveenn : GON.II pg palévars (quart, la quatrième partie d'un tout. quartier. quarteron. Pl.)

Ar palefarzh a zegouezh din.

1850
Daveenn : GON.II pg palévars (le quart me revient).

An tri falefarzh a zo deoc'h.

1850
Daveenn : GON.II pg palévars (les trois quarts sont à vous).

Ur palevarzh maout hor bezo da goan.

1850
Daveenn : GON.II pg palévars (nous aurons un quartier de mouton à souper).

Dre balevarzhioù e werzh.

1850
Daveenn : GON.II pg palévars (il vend par quarterons).

palefarzh

1850
Daveenn : GON.II pg palévars (quart, la quatrième partie d'un tout. quartier. quarteron. en Vannes, palévarc'h et pérann)

Ur palefarzh mezher eus an abid nevez am eus graet, bremañ eus un nebeud amzer, da vab Batist an Danteg da vont da bardon Gwengamp ; ur voalennad rubanoù seiz diwar dilhad eured merc’h an Aoutroù de Treveret, hag un daouzek pe drizek tamm all diwar-goust n’ouzon dare piv.

1877
Daveenn : EKG.I. p.132

palefarzh

1909
Daveenn : BROU p. 404 (quart)

palefarzh

1909
Daveenn : BROU p. 404

palefarzh

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXVI

palefarzh

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXVI

PALEFARZH : galleg palefarzh, galleg saout

1955
Daveenn : VBRU p.191, gerioù tregeriat rik

Hogen, graet e oa bet din un tammig skol en araok [en a-raok]. Bez oa em c’hombod pa loc’has an tren e Berlin, ur beajer-kenwerzh eus Varsovia, ur c’hwil latennet-dreist anezhañ, ha goude ne gomze nemet galleg palefars [palefarzh], ne roe peoc’h ebet din gant ar c’hoant en en doa d’ober pratique de français hervez ma lavare merc’hed ar Yacht-Klub e Stokholm. Hennezh an hini eo a zeskas din penaos ober gant maltouterien Aleksandrovo.

1955
Daveenn : VBRU p.38

Ofis publik ar brezhoneg