Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Geun. Troc'hañ broen er palud. Mont da guzhat e-touez elestr ar palud. DHS. gwern, lagenn. & Kleñved ar paludoù : kleñved an tachennoù tomm ha gleb, heverk dre ar barradoù terzhienn a zegas d'e heul, a daper goude bezañ bet flemmet gant moustiked zo. 2. Rannyezh. Palud-holen. II. Ent strizh (db. gorreennoù douar geuniek ha geotek an arvor) 1. Peurvan goloet ha dizoloet tro-ha-tro gant ar mor. Lakaat deñved da beuriñ war ar palud. 2. A-wechoù Tachennoù lec'hid louet an oberioù.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

broeneg palud

1499
Daveenn : LVBCA p44, 155 ('jonchère de marécage')

palud

1499
Daveenn : LVBCA p155 (paluz)

palud an iffern

1499
Daveenn : LVBCA p20, 100, 155 (paluz d-enfer)

palud

1659
Daveenn : LDJM.1 pg marais

monet don en ur palud

1732
Daveenn : GReg pg enfoncer (dans un marais)

palud

1909
Daveenn : BROU p. 405

Hag ar re zibaot-kaer o doa en em viret ouzh al lazhadegoù, ouzh ar sklavadegoù, ouzh ar vosenn hag an naonegezh, a renas ur vuhez reuzeudik, kuzhet e don donañ ar c’hoadoù pe en enezennoù ar paludoù.

1923
Daveenn : SKET p.86

Eno emañ, en traoñ gra Pennenez : bevennet eo gant porzh ar bagoù hag ar palud, an aod Gwenn-Veur ha Porzh Biliek.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924)

O annez a reont e logelloù bras pevarc’hognek graet a weadennoù raoskl ha savet war beulioù e-kreiz ar paludoù (2).

1924
Daveenn : SKET.II p.65

Ar geunioù, pe baludoù kentoc'h, a ro neuze un doare disheñvel d'ar vro ha, treuzet ar Roc'hell, e c'heller zoken gwelout ar mor e-pad ur pennadig.

1985
Daveenn : DGBD p10

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial