Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Plakenn brenn, metal, gwer, h.a., sterniet gant ur riblenn prl., a ya d'ober ul lodenn eus ar pezh arrebeuri, un nor, ur prenestr, h.a. Ur banell wer. Lammet e oa bet div banell eus kein an armel. 2. Plakenn brenn, metal, h.a., a lakaer e diavaez pe e diabarzh ur savadur evit klozañ war un digor anezhañ a-benn e wareziñ. Panelloù prenestr. HS. stalaf. 3. Toull pe nor vihan en un nor vrasoc'h. Unan ac'hanoc'h a zleo bep noz spiañ er banell. 4. Plakenn brenn, metal, h.a., zo merket stlennadoù pe a beger skritelloù warni. Panelloù heñchañ : a dalvez da heñchañ ar vleinerien, an droadeien, h.a. Panelloù hent : lakaet war ribl pe a-uc'h an hentoù, a dalvez da heñchañ ar vleinerien pe da gemenn dezho emaint el lec'h-mañ-lec'h.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

panell

1499
Daveenn : LVBCA p155

panell

1732
Daveenn : GReg pg bat (panneau de bât)

panelloù

1732
Daveenn : GReg pg bat (panneau de bât)

panell-vazh

1732
Daveenn : GReg pg bat (panneau de bât)

panelloù bazh

1732
Daveenn : GReg pg bat (panneau de bât)

panell

1909
Daveenn : BROU p. 405 (carreau de vitre)

Koeñvet ha diskantet e oa al liv war an nor hep sonell na morzhol. Kloc'herion a repue er gognell, hag a skrabe sklosoù ouzh ar panelloù.

2012
Daveenn : DJHMH p11

Panelloù a bed an dud da "gutuilh o lod", ha setu dres ar pezh emañ un toullad familhoù oc'h ober : stouiñ ha sevel a bep eil pe strebotiñ gant panerioù bras re garget, pe bignat ouzh skeulioù a dap betek lein ar gwez avaloù pe ber.

2015
Daveenn : TEVAG p5

Da bep hini e labour: distaliañ ar panelloù divrezhonek, tennañ poltredoù, ingalañ traktoù...

2015
Daveenn : DISENT p20

Falc'hañ parkadoù OGK, distaliañ panelloù bruderezh, lazhañ arouezioù tredan ar stalioù, diskar pretioù Mac Donald, mirout na vefe skarzhet tud, laoskel loened bac'het da vont kuit, mirout ouzh ar chase war varc'h...

2015
Daveenn : DISENT p60

[...] astenn a reont dirak an tourterien, kregiñ a reont da vastarañ ar panelloù bruderezh...

2015
Daveenn : DISENT p101

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial