Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an dud) Deuet er-maez a gleñved, a zroug. Bezañ pare. En em gavout pare war an taol. 2. Dre ast. (db. an traoù dh.) Echu. Pare eo hor boutailhad win, pare eo ar patatez. & Bezañ erru pare e c'hopr : tost echu e gevrat labour. & Trl. Bezañ pare gant, diouzh ub., udb. : bezañ echu, graet gantañ. Bremañ pa'z on pare diouzh ma labour ne'm eus ken ezhomm dioutañ. [1954] Ha me d’ar chapel, ha kolist ebet ne ganas c’hwekoc’h egedon an Tantum ergo, rak pare ’oan, war a greden, gant va zrubuilh. 3. (dirak an ar. da hag un av.) Darev. Bezañ pare d'en em zifenn. Bezañ pare e garr da vezañ dreset.

Skouerioù istorel : 
21
Kuzhat roll ar skouerioù

pare eo

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (il est) quitte

pare

1659
Daveenn : LDJM.1 pg pare

rentañ pare

1659
Daveenn : LDJM.1 pg guarir

bezañ pare

1732
Daveenn : GReg pg guérir (Etre guéri.)

pare ar gwin

1732
Daveenn : GReg pg aller

rentet pare ur re bennak

1732
Daveenn : GReg pg guérir (rendre la santé à quelqu'un, pp.)

bet pare

1732
Daveenn : GReg pg guérir (Etre guéri, pp.)

pare

1732
Daveenn : GReg pg convalescent (qui se releve de maladie)

pare a gleñved

1732
Daveenn : GReg pg convalescent (qui se releve de maladie)

pare dija

1732
Daveenn : GReg pg convalescent (qui se releve de maladie)

pare eo

1732
Daveenn : GReg pg (il est hors de) danger, (il est) debout (il n'est plus malade, ni couché)

emañ pare

1732
Daveenn : GReg pg (il est hors de) danger, (il est) debout (il n'est plus malade, ni couché)

Gouenn an aered-gwiber, eme Sant Yann-Vadezour gwechall d'ar yuzevien ; piv hoz kra-hu pare diouzh ar vuanegezh da zonet ?

1732
Daveenn : GReg pg engence (de viperes, dit Saint Jean-Baptiste aux Juifs : qui vous a apris à éviter ainsi la colere à venir ?)

rentañ pare ur re bennak

1732
Daveenn : GReg pg guérir (rendre la santé à quelqu'un)

pare

1850
Daveenn : GON.II pg paré (guéri, qui n'est plus malade, qui n'est plus blessé).

N'eo ket c'hoazh pare e c'houli.

1850
Daveenn : GON.II pg paré (sa plaie n'est pas encore guérie).

kerkent ha pare

1931
Daveenn : VALL pg aussitôt (qu'il fut guéri)

O c’hortoz e vije pare ar vestrez ?

1944
Daveenn : ATST p.63

Klañv e oant o-daou. [...] A-benn tri devezh, Job a oa pare.

1944
Daveenn : ATST p.132-133

– Hag ar gwragez, pare dalc’hmat d’e harpañ… Ar gwragez a zo da zisfiziout, dreist-holl diouzh o mousc’hoarzh ha diouzh o doareoù seven…

1949
Daveenn : SIZH p.41

Ha me d’ar chapel, ha kolist ebet ne ganas c’hwekoc’h egedon an Tantum ergo, rak pare ’oan, war a greden, gant va zrubuilh.

1954
Daveenn : VAZA p.67

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial