Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. (db. al loened, an dud, evit a sell ouzh ar reizh, ar rev) 1. Nep hini zo benel e reizh, dezhi ar galloud da c'henel re vihan. Ar par hag ar barez. Pared ha parezed. Kavout o far d'ar merc'hed hag o farez d'ar baotred. & (gant un anv loen) Ur barez-turzhunell. HS. mamm. 2. Pried. Hi eo e barez. HS. gwreg. B. (db. ar plant) Nep hini na zoug nemet spegoù en e vleunioù. II. (db. an traoù) Eil elfenn ur rumm traoù o vont daou-ha-daou. Pelec'h emañ parez ar votez-mañ ? Al laer-mañ n'he deus parez ebet. [1944] Ha, c’hoazh, e votoù Sul ne oant ket div barez ; evit an troad kleiz e oant bet graet o div.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

Nend eus kozh votez ne gav he farez.

1732
Daveenn : GReg pg guenillon (Il n'en est pas de si couvert de guénilles qui ne trouve à qui se marier, Van.)

Ned eus koz votez na gev he farez.

1732
Daveenn : GReg pg guenillon (Il n'en est pas de si couvert de guénilles qui ne trouve à qui se marier.)

par ha parez int

1850
Daveenn : GON.II pg parez

kollet eo e barez gantañ

1850
Daveenn : GON.II pg parez

parez

1850
Daveenn : GON.II pg pâr, parez

Sell 'ta, eme unan eus "ar re ruz" a yoa o tont war he lerc’h, setu amañ unan hag a ve mat da ober parez d’an hini kozh a zo chomet du-hont da ober e vec’h lann.

1877
Daveenn : EKG.I. p.193

Bet he deus digantañ galloud da vezañ en Breizh-Izel, parez breuriezh Barzhed Breizh-Veur, dre ul lizher-aotre, a zo e perc'henniezh an Arouezvarzh, siellet ha deiziadet eus ar 26 a viz Gwengolo 1900, sinet Haf-Mon hag eilsinet Cadfan.

1909
Daveenn : REZI p. 3

Ar par a zo ar penn, ar gouzoug hag ar choug anezhañ hirvlevek, e doare ur moue ; ar barez-hi n’he deus ket a voue….

1923
Daveenn : SKET p.17

Tier ar vourc'hizien a oa serret kloz ouzh ar studierien. Ne chome 'ta ganimp nemet klask hor parezed e renk ar mitizhien.

1944
Daveenn : EURW.1 p.147

« Ha, c’hoazh, e votoù sul [Sul] ne oant ket div barez ; evit an troad kleiz e oant bet graet o div. »

1944
Daveenn : ATST p.59

...Peogwir out gouest da hadañ ar vuhez e korf da barez. - Da heul un darempred hudur, Doue ra viro ! - Hudur ?... Un anv gwall-zivalav, « amigo », d'ur briatad trelatus, mar bez.

1949
Daveenn : SIZH p.57

Ar barez a ra toulloù er c'hroc'hen, e bizied an treid dreist-holl ; hag eno e teu da greskiñ kement gant ar vioù a vez en he c'hof ma vez ken tev hag ur bizenn (al loen e-unan a zo a-hend-all un hanter bihanoc'h eget ne deo c'hwenn hor bro).

1985
Daveenn : DGBD p198

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial