Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Tr. adv. EN E BART E-UNAN. 1. En un doare distag, diouzh e du. Pep bandenn a bede en he fart he-unan. Laezh bervet en e bart e-unan. & Diouzh e du, en un doare emren diouzh ar re all. Bevañ a reas eno en e bart e-unan. Brezelekaet hon eus pep hini en e bart e-unan. 2. E-unan. En em dennañ d'an dezerzh en e bart e-unan pell diouzh an dud. Ren ur vuhez vat en e bart e-unan. Klask a ra mad an holl kentoc'h eget mad an den-mañ pe an den-se en e bart e-unan : klask a ra mad an holl kentoc'h eget mad un den resis.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

en e bart e-unan

1909
Daveenn : BROU p. 406 (à part, en son particulier)

"Ma Doue !" a lavaras Utterson en e bart. "Ha soñjet en defe, eñ ivez, en testamant ?"

2012
Daveenn : DJHMH p26

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial