An devezhioù tremenet war al lestr n'o devoa ket desket din c'hoazh ar basianted ret ; n'em boa mall nemet da vont da zirennañ va divesker war an douar kalet, setu ma kavis hir va amzer rankout chom azezet adarre eurvezhioù dirak an daol ; hag, ur wech aet en douar, anv ebet adarre da vont da c'hourvez, hogen chom c'hoazh div pe deir eur da c'houllonder un nebeud boutailhadoù bier.
Diouzh ar beure, a-raok digoradur ar burevioù, da greisteiz pa veze kalz labour ha ne nebeut a amzer, diouzh an noz pa vez ar gêr dindan dremm latarek al loar, forzh pe c'houloù a ve, da forzh pet eur, en digenvezded hag en engroez, e veze an noter eno war e api. […] Hag a-benn ar fin e voe garedonet e basianted.
Ma rankit parkañ ho karr-tan ur pennadig war al lec'h, grit van da c'hortoz unan bennak, o c'hoari an den a goll pasianted, en ur sellet alies ouzh hoc'h eurier pe en ur ober van da bellgomz zoken.