Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
124
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. 1. (db. al loened) Skeiñ al leur gant e bavioù, hep mont war-raok. Bez' emañ ar marc'h o pavata er marchosi. 2. Dre ast. (db. an dud) Pilpazañ, hep mont war-raok. Emañ ar vugale o pavata en dour. HS. trapikellat. II. V.k.e. (db. an dud) 1. Skeiñ a daolioù dorn. Hag en em laka da bavata e zaou vignon. HS. flac'hata. 2. Tastornat. [1878] Digeriñ a ris anezhi atav hep gouzout kalz perak ; en em lakaat a ris da furchañ anezhi, ha da bavata gant va daou zorn kement kogn a yoa enni. HS. flac'hata, palvata.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Furchañ ha paoata a ra / Ha, gant e fri tanv alies, / Kaer en deus furgutañ, c'hwesha / E-touez kement all a lastez, / Foeltr 'vat ne gav nemet kozh flaer, / Flaer ar gevier, an ormidoù.

1867
Daveenn : MGK p139

Digeriñ a ris anezhi atav hep gouzout kalz perak ; en em lakaat a ris da furchañ anezhi, ha da bavata gant va daou zorn kement kogn a yoa enni.

1878
Daveenn : EKG.II p.121

pavata

1924
Daveenn : SKET.II p.136 « Geriadurig », "Piétiner (en parl. de bêtes)".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial