Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Ur gêr e bro Bro-Oueloù. 2. Ur gêriadenn eus Kastell-Paol.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

Ma vije gwelet, dioc'h ar mintin, aet kuit e-pad an noz eus a Bempoull bag unan bennak eus ar re binvidik, kerkent e vije savet trouz ha klask dezhi.

1877
Daveenn : EKG.I. p.17

Dre un nor eus ar jardin ez ejont kuit, hag, a-biou Pempoull, a-ribl ar mor, e kemerjont o hent evit tizhout al lestr a yoa ouc’h o gortoz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.23

En un taol-kont, etre unnek eur hag hanternoz, e kleved, e-kreiz ar mor, ur c’hloc’h o seniñ ; dont a rae eus a gostez enezen Vriad, kêr Pempol pe Landreger, hag e son a yae a-hed an aod.

1877
Daveenn : EKG.I. p.94

N’em eus ket a c’hoant da lavaret deoc’h ar pezh a reas pep hini ac’hanomp, re am befe da ober ; evelato e rankan kontañ deoc’h ar pezh a reas un tammig martolod diwar-dro Pempoull, e Kastell.

1877
Daveenn : EKG.I. p.299

Ha ne oa ket se ur souezh, rak pet ha pet gwech n’am eus ket klevet martoloded eus Plouha, Gwitalmeze, Pempoull, Gwaien pe Alre o kontañ traoù evel-henn : « Bout a zo bet adarre sach-krev etre c’hwiltouzed saoz ha ni, ha p’edomp war-nes bezañ roustet ganto, e tiredas Alamaned (pe Norvegiz) d’hor sikour da vreviñ o c’horf dezho (1)».

1954
Daveenn : VAZA p.103

O vezañ ma ’z oa an amzer besketaerezh war-nes klozañ, bez’ oa un toullad mat goueletennoù, darn eus Pempoul, darn eus Fekamp, e porzh Sant-Per pa daoljomp eor nepell eus ar « Barrachoa ».

1954
Daveenn : VAZA p.108

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial