Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

ar penn-araok eus an arme

1732
Daveenn : GReg pg avant (avant-garde)

Gwechall, pa oan war va studi er skolaj, d’an naontek a viz Mae e tirede holl barrezioù ar c’horn-bro, ha ne gomzan ket eus un dornad saverien-o-fri e sell d’arvestiñ ouzh ar prosesion war lein ur c’hleuz en ur vandrouilhat gwestell hag avaloù-oranjez, met eus ar parrezioù a-bezh o kanañ ken ma findaone war lerc’h person ha kure, hag er penn-araok ar chasgeu, ar c’hroazioù lugernus gant kleier munut e-pign outo, un drapell a bep seurt liv o fraoñval a-us da bep bugel, hag evel-just ur bern bannieloù : darn, ar re skañv a-walc’h, douget gant plac’hed yaouank, ur gatiolenn war o fenn hag en gwenn-erc’h penn-da-benn, ha d’o heul un druilhad krennardezed, gwisket ganto dilhad o fask kentañ ; bannieloù all, seiz pe voulouz, gant gwragez Breuriezh ar Rozera, un toullad mat anezho hag ivez en gwenn, ha d’an diwezh ar bannieloù bras, kaeroc’h an eil eget egile, ha pounner, va Doue, pe bounneroc’h.

1954
Daveenn : VAZA p.52

Ha fromusoc'h eo c'hoazh diskenn en traoniennoù, pa glask lost ar c'harr mont buanoc'h eget ar penn-araok; ha n'eus du-hont evit tremen, nemet ur pontig strizh, graet gant keuneudennoù lakaet an eil e-kichen eben, ha, dre ma tostait outo e kav deoc'h, evel-just, hoc'h eus kalz muioc'h a chañs da vont da ober lamm-chouk-e-benn er ganienn kentoc'h eget da dremen dreist ar pont.

1985
Daveenn : DGBD p81

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial